Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Broad war-sav pe rann-vro dindan yew
Emgann-Mouvement de la Gauche Indépendantiste BP 70215 22202 Gwengamp cedex. http://bretagnelibre.over-blog.com/ Broad war-sav pe rann-vro dindan yew ? Kinniget eo bet n'eus ket pell zo e arouez nevez gant an ensavadur gall a vez graet kuzul rann-vro Breizh anezhañ . Evel kalzik bretoned e soñj deomp e vefe bet gwelloc'h dispign en ur mod
Jean-Marie Salomon pour Emgann-MGI le 12/10/05 8:56

Emgann-Mouvement de la Gauche Indépendantiste BP 70215 22202 Gwengamp cedex. (voir le site)

Broad war-sav pe rann-vro dindan yew ?

Kinniget eo bet n'eus ket pell zo e arouez nevez gant an ensavadur gall a vez graet kuzul rann-vro Breizh anezhañ . Evel kalzik bretoned e soñj deomp e vefe bet gwelloc'h dispign en ur mod all an arc'hant postet evit-se. Gant arc'hant ar vretoned e vije bet, da skouer, renevezet evel a vez gleet al lise brezhonek nemetañ a zo e Breizh, e Karaez (Lise Diwan), pa rank an implijidi, liseidi ha kelennerien kenderc'hel da labourat en un ti brein, en despet da bromesaoù prezidant ar rann-vro, an Drian, pe c'hoazh divyezhekaat al linnennoù hent houarn e giz ma vez goulennet gant lod.

N'eus forzh penaos ne vo morse an arouez-se hini pobl Vreizh, ha tonket eo evel an hini kozh da vont diwar wel.

Evel m'eo bet lavaret gant meur a hini e-kerz manifestadeg Sant-Nazer evit unvaniezh ar vro d'ar 1añ a viz Here, bez ez eus ur vroad ac'hanomp, eus Brest da gKlisun. D'an deiz-se hag evel e kalz manifestadegoù ha bodadegoù a bep seurt e oa bannieloù Gwenn-ha-du e-leizh.

Klotañ a ra an arouez nevez, hag abeg a c'haller kavout d'e dresadenn evelato, gant an diouer a youl a vez diskouezet gant dilennidi ar c'huzul rann-vro evit tizhout ensavadurioù a-seurt da wareziñ gwirioù broadel ar Vretoned. Strakal a c'hallfe ober ar Gwenn-ha-du kement ha ma ra bannieloù an Denmark, al Lituani pe ar Slovaki (evit ober anv anezho hepken, broadoù damheñvel o ment pe o foblañs ouzh ouzh re Breizh). Arouez ur broviñs (ur ger latin a dalvez"bro bet trec'het"), ur broviñs dindan yew he mistri e Pariz an hini eo, pa zo dalc'hmat eus ar Gwenn-ha-du hini ur vroad o'n em sevel, war hent he frankiz, hag hounnezh e kendalc'himp da zougen uhel er manifestadegoù ha bodadegoù e kemeromp perzh enno, evel stourmerien evit dieubidigezh Pobl Vreizh.

E anv Emgann : Jan Mai Salomon. (d'an 12 a viz here 2005)

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 0) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons