Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Gireg o filmañ Kristian evit ur gronikenn deus ar vro..
Gireg o filmañ Kristian evit ur gronikenn deus ar vro..
- Rapport -
Budjed ebet, met mennozhioù e-leizh !
Goude bezañ livet taolenn ar c'hleweled e brezhoneg hiziv an deiz, setu tri c'hanfard e anv o c'hevredigezhioù Kaouenn.net, Blaz Produktion ha fea)
Fanny Chauffin pour ABP le 14/07/09 13:09

.

Goude bezañ livet taolenn ar c'hleweled e brezhoneg hiziv an deiz, setu tri c'hanfard e anv o c'hevredigezhioù Kaouenn.net, Blaz Produktion ha fea, o tresañ dazont ar c'hleweled evit Yann Brezhoneger. Gwechall ne oa nemet ar re varrek, ar re a-vicher a c'helle implij ar benveg-se. Hiziv gant an dafar niverel, ur pellgomzer hezoug zoken, e c'hell n'eus forzh piv sevel ur film, frammañ ha skignañ anezhañ.

Ha bedig-bed ar brezhoneg ne fiñv ket kalz : chom a ra un nebeud tud e penn an traoù hag a ra o c'heusteurenn gant ar Rannvro, ha war ar memes tro e vez gwelet tud o skignañ pennadoù farsus, reportajoù, filmoù ijinet ... war ar rouedad.

Eeun eo ar mennozh : gant ma vo stummet tud a youl-vat, kozh koulz ha yaouank, aozet abadennoù evit lakaat war wel ar pezh a vez graet ganto (abadennoù skignañ lec'hel, lec'hiennoù internet hag ur festival "no budjet" bep bloaz gant prizioù), kalonekaat an dud d'ober liammoù etre ar video, ar skrivagnerien, ar c'hoariva.

Un doare deskadurezh pobl, hag ivez un doare dieub d'ober rak n'eus framm ebet rakjedet en a-raok, frankiz da ezteurel war forzh peseurt tem, ar c'hoant testeniañ e brezhoneg war bep tra a c'hoarvez e lec'h emaomp o vevañ.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site) > (voir le site)

Kalonekaat kronikennoù ar vro, met ivez goulenn kontoù digant ar rannvro : pet "klik" a dap al lec'hienn-mañ-lec'hienn, piv a vez arc'hantet, hag evit peseurt raktresoù ?

E gouel ar brezhoneg e c'hellfe bezañ lakaet ar mennozh-se e pleustr : pedet e vefe an dud da ginnig filmoù, 7 mn d'ar muiañ tout, dezho da ijinañ, krouiñ un istor, un teulfilm, ur film buheziñ evit diskouez ez eo posubl e Breizh mont war-raok hep budjed ebet, pe dost ! Ha Gireg Konoan da echuiñ : "Ha gant ma vo komprenet gant hon mistri e Roazhon emañ aze ivez dazont ar grouidigezh e brezhoneg !"

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons