Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Budjed Rannvro Breizh e 2012

Gwelit ar budjed 2012, an dispignoù hag ar gounidoù, ar videoioù. Ur budjed gantañ ur c’hresk 65M€ evit postañ arc’hant evit amzer-da-zont Breizh.

Odile Bruley pour Region Bretagne le 2/03/12 12:10

Budjed Rannvro Breizh e 2012

Gwelit ar budjed 2012, an dispignoù hag ar gounidoù, ar videoioù. Ur budjed gantañ ur c’hresk 65M€ evit postañ arc’hant evit amzer-da-zont Breizh.

Dre he doare spis da verañ araezioù ar velestradurezh hag he folitikerezh diendleañ dibaouez e-kerzh ar seizh vloaz tremenet he deus gallet ar Rannvro lakaat ober ur c’hresk 65M€, da lavaret eo 5,5%, evit he budjed er loaz-mañ. Dont a ra ar c’hresk-se war-eeun diwar lakaat ar raktres Breizh Tizh Bras e pleustr ha diwar ar postadurioù war hir dermen, lec’h ma lakaer ar pouez dreist-holl war ar stummañ micherel evit an dud dilabour.

Digoridigezh an dalc’h gant Jean-Yves Le Drian

Lenn prezegenn digeriñ ar prezidant Jean-Yves Le Drian

Diazezet eo ar budjed 2012 war 12 kefridi ha troet eo da gentañ-penn war ar postadurioù war hir dermen, evel arc’hantañ al labourioù kentañ evit Breizh Tizh Bras (BTB) hag ar stummañ micherel a-hed ar vuhez. Pa’z eo diaes an traoù er mareoù-mañ a-fet an armerzh e fell d’ar Rannvro diazezañ an obererezh publik war hir dermen o kendelc’her pe o kregiñ gant chanterioù meur :an niverel gant ar strategiezh evit ar c’has uhel-kenañ e Breizh, an endro gant ar steuñv evit stourm enep al lanvioù glas, an armerzh gant, da skouer, meur a stignad hag a vo solutaet evel an Emglev Nevez evit al Labour-douar, ar mor gant ar raktres evit modernaat porzh Brest hag an energiezhioù mor nevezadus a vo roet lañs dezho, ha kement zo.

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 2 ?