Bugale ampart war al lenn ha tri skrivagner

Setu tri skrivagner, bugale skol Diwan ar Faou oc\'h eskemm war ar pezh o deus lennet, an doare o deus an tri skrivagner pedet da skrivañ.

Gant Valerie Trefles o doa studiet levrigoù bihan Priz ar Vugale.

Sioul ar c'hlasad, bugale aketus. Ganto al levrioù bihan bet embannet gant Keit Vimp bev. War ur follenn, goulennoù evit an tri skrivagner deuet er c'hlas. Ha da c'houde, pa oa bet roet ar prizioù, da bep hini da lenn, er c'haier "lennegezh" an destenn bet savet ganto.

Bugale a gomz, a lenn hag a skriv e brezhoneg. Ampart dija. Hag int da gontañ an istor o deus krouet e galleg, hag e brezhoneg. Gourc'hemennoù dezho ha d'o skolaerez.

Evit kaout an dastumadeg nevez, mont e darempred gant

http://keit-vimp-bev.info/priz-ar-vugale_br.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...