-->
Kouviet eo bet ar Vro Bagan get Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna evit "Bro Alré Gouil Bamdé" (15/10-15/11), gouelioù evit sevenadur Breizh e Bro An Alré. Ar Roue Ubu a zo troet diwar oberenn Alfred Jarry Ubu-Roi. 18 aktour a vo war al leurenn evit un arvest bras ha dispar.
"Diwar ur farserezh skolajidi eo bet savet Ar Roue Ubu. Fellout a rae dezho ober goap ouzh unan eus o c'helennerion, Felix Heber, a oa war o meno spontusañ ha grosañ den a oa o vale war an douar. Diwar pezhig u c'heneil "Ar Boloniz" e savo Jarry e bennoberenn, un taol-dispac'h e istor ar c'hoariva. An Tad Ubu a vezo kavet e pezhioù all : "Ubu chadennet", "Ubu dogan", "Ubu war an dorgenn", hag oberennoù all Almanak an tad ubu ar vrudetañ anezho. Jarry, diouzh doare, a deuio muioc'h mui da vezan an tad ubu eñ e-unan".
Troidigezh Ar roue Ubu e brezhoneg (graet get Goulc'han Kervella), a zo bet embannet get Skol Vreizh.
- Digwener 24 a viz Gouel-Mikel (Here), 8 e 30, e sal Emeraude, Lokoal-Mendon; 7 euro evit mont e-barzh. 4 euro evit ar re edan 18 vloaz. Titouroù : Kerlenn Sten Kidna, 02 97 29 16 58.