Celine Soun ha Gisele o labourat gant ar strollad Fubudenn

Setu fin ar pleustradeg ha kuzulioù fur an div leurennerez, Celine ha Gisel.

Pleustradeg e div yezh : biszkoazh kemend-all !

Pleustradeg e div yezh : bizkoazh-kemend all !

Ganet eo ar strollad Fubudenn daou vloaz 'zo goude festival Taol Kurun. Kentelioù noz a oa e skol Diwan dija, hag evit respont da hetoù maer Kerien "krouiñ ur strollad c'hoariva e bro Kemperle" evit enoriñ Remi Derrien, oa bodet pemp den. Ha setu ur pempvet prantad aozet gant kentelioù noz Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle.

Krouet o deus teir abadenn dija, div e brezhoneg hag unan e galleg.

O abadenn diwezhañ a zo bet c'hoariet dija, "Kurunennoù ar rouanez" (skrivet gant "le théâtre du copeau", Brussel) e saloñs al levrioù Karaez hag e teir skol ar vro e-pad ar festival Taol Kurun, met c'hoant o doa mont pelloc'h ha gant al leurenniñ ha gant ar brezhoneg.

Setu perak o deus kaset ur raktres d'ar c'huzul meur Penn ar bed, evit Klaskerien ha treizherien soñjoù. Pedet o deus Celine Soun ha Gisel Vargas un devezh pad disadorn paseet evit labourat, e brezhoneg war o fezh c'hoari. Aet eo kalz war raok, gant teknikoù tost a-walc'h eus re gomedia dell'arte, diazezet war ar c'horf. Dre ma'z eo un abadenn evit ar vugale o deus pouezet war ar gomprenedigezh dre ar jestroù oc'h ouzhpennañ a bep seurt munudoù fentus ha barzhoniel ...

Warlerc'h e vint gant brezhonegerien ar vro, bro Gwened ha Traon Kerne (Daniel Cudennec, Paul Brustiec ...) evit gwellaat an distagadur hag an taol mouezh. Evit pediñ ar strollad e abadennoù an hañv pe er skol (etre 3 ha 12 bloaz), ha mod all evit an holl dud o deus miret kalon ur bugel : 06 79 14 96 87

C'hoariet e vo e Skaer e miz Even, e skolioù bro an Oriant, e tiez ar re gozh, e kampoù vakansoù ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...