
"Gorsedd-Digor". Strafuilh zo e kalon Drouized ar Gorsedd-Digor, rak degouezhet ez eus er vro, ur vandenn baotred yaouank milliget, tud a Baris hag a leac'h all deut da droubliñ hor repoz
C'Hoariva Jakez Riou adembannet gant Aber– "Gorsedd-Digor" Strafuilh zo e kalon Drouized ar Gorsedd-Digor, rak degouezhet ez eus er vro "ur vandenn baotred yaouank milliget", "tud a Baris hag a leac'h all deut da droubliñ hor repoz" : paotred Gwalarn ! Dre chañs avat, ez eus anv eus ur pezh-c'hoari nevez savet gant ur skrivagner yaouank donezonet-kaer : Gorsedd-Digor. "Ar Gorsedd-Digor a vo un taol terrup war benn paotred Gwalarn". Ur flemmskrid dirollus ! Gorsedd-Digor gant Jakez Riou Rakskrid gant Pierrette Kermoal Golo gant Steven Maze 73 p., 9 € ISBN : 978-2-916845-13-5
Jakez Riou (1899-1937) zo unan eus krouerion al lennegezh vrezhon arnevez. Perzh a gemeras e Gwalarn adal ar bloavezhioù kentañ, war un dro gant Roparz Hemon, Abeozen, hag evel just e geneil Youenn Drezen. Liesek eo e skridoù : pezhioù-c'hoari, kevellennoù, barzhonegoù, romantoù…
Aber a gemero perzh e Gouel al Levrioù e Karaez d'an 30-31 Here. Aber 115 Kergareg 29870 Landeda pkermoal@wanadoo.fr hrrp://www.aber-bzh.info
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !