Difetis, lec'hienn anavezet evit bezañ loc'het levrelioù e brezhoneg a ra berzh en dro en ur ginnig ar meziant ofisiel kentañ hegerzh war Google Play. Ha petra anatoc'h eget kinnig ur

Difetis, lec'hienn anavezet evit bezañ loc'het levrelioù e brezhoneg a ra berzh en dro en ur ginnig ar meziant ofisiel kentañ hegerzh war Google Play.

Ha petra anatoc'h eget kinnig ur c'hlavier a heul ar stumm "c'hwerty" evit aesaat skrivadur an SMSoù hag ar postelloù e brezhoneg.

Ar meziant a zo digoust hag hegerzh war lec'hienn Difetis, pe war Google Play (klaskit "c'hwerty" pe "difetis") pe o flashiñ ar c'hod dindan gant o hezoug.

war o burev, digorit ar prenestr "paramètres" digorit al linenn "Langue et saisie" kadarnit "C'hwerty" ur gemenadenn a goulenno deoc'h kadarn en dro, peogwir ez eus kudennoù surentez klikit war "par défaut" ha choazit "Brezhoneg" Klaskit neuze kas ur postel, ar c'hlavier a deuio evit skrivañ an destenn. Ur pouez hir war lizherennoù-zo a digero ur prenestr nevez: _"c'h" evit kavout ar "q" _"ù" evit kavout an "x" _"," evit kavout an dibarzhioù _ ar barenn esaouiñ evit tremen deus ur yezh d'unan all