Ar pemoc\\\'h, ur c\\\'han skrivet 150 bloaz zo gant Prosper Proux

Setu ur sonenn fentus, kanet brav gant unan deus kanerien Brasparzh.

Festival Cornouaille Quimper : troet da sot paour kaezh Loeiz(a) brezhoneger(ez) !


Devezh kentañ Festival bro Gerne, Gouelioù bro Gerne...

Troet da sot, paour kaezh Loeiz(a) brezhoneger(ez) !

Petra ? N'eus ger brezhoneg ebet ?

Cornouaille ? Kemper skrivet Quimper ?

Met oc'h ober petra emaint aze ? N'o deus ket komprenet e oa ar brezhoneg un doare da werzhañ ar vro da douristed a gred evit lod deus outo e vez komzet brezhoneg gant an dud amañ bemdez.

Ha dindan an deltenn vras, an abadenn kinniget e brezhoneg gant Pierre-Yves Petillon, ha kanaouennoù e brezhoneg forzh pegement, 14 arzour a youl-vat war al leurenn evit "Trophée" Dastum, ha div sonenn e galleg nemetken. Met ne ra forzh, a-dreñv dezho, evit ar foto, hag ar film e oa titr ar gouel e lizherennoù bras e ruz war ur fons du, "Cornouaille Quimper". Petra ra ar BAS (Bodadeg ar Sonerion), ket, ne oa ket ar BAS, aze emaint niverus, tud SAB (Stourm Ar Brezhoneg) kentoc'h, e vakansoù emaint ???

e galleg

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...