Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Daet eo er-maez an niverenn 79 ag An Dasson a ziar an tier ekologel
Bep blez e kinnig deoc'h ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c'helaouenn An Dasson. Niverennoù a zo bet graet èl-se àr gumunioù
Christian Le Meut Par Sten Kidna An-Alre le 6/01/15 18:46

Bep blez e kinnig deoc'h ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c'helaouenn An Dasson. Niverennoù a zo bet graet èl-se àr gumunioù bro an Alre èl Lokmariakaer (niv. 72) ha Pleuwigner nevez zo (niv. 76), àr demoù èl kontadennoù ar vro (niv. 73, ur bladenn geti) hag ar c'han (niv. 78), an toponimiezh (niv. 74), ar c'hreoleg (niv. 75), pe c'hoazh diàr skridoù aozerion zo èl Patrick Drean (niv. 71) ha David ar Rouz (niv. 77), ha c'hoazh.

D'an tier ekologel e Bro-Gwened ema gouestlet an niverenn nevez-flamm-mañ ha savet eo bet, èl un ti, get kenlabour kalzig a dud ! Tri anezhe o deus asantet respont d'ur c'houlennaoueg a-ziàr o zi. Ur c'houplad ezel ag ar Gerlenn o deus kenlabouret etreze evit pourchas deomp pennadoù divyezhek a-ziàr div elfenn ag o zi, ur vangoer brik douar kriz gwasket ha un toullig-kuzh sec'h. Stajidi Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion (KEAV), doc'h o zu, o deus troet tri fennad-skrid tennet a La Maison écologique, hag a embannomp o stumm orin gallek get aotre ar gelaouenn vrav-se.

Olivier Berson en deus graet ar wezh-mañ, evit talvoudekaat an testennoù, get fotoioù kaset get an aozerion, tresoù an tier hag ar skeudennoù bet embannet e La Maison écologique.

Tout an dud a ouiemp o doa tier ekologel er vro n'o deus ket respontet d'hor goulennaoueg. Oc'hpenn, hon eus gouiet a-c'houde mand eo savet an niverenn-mañ e oa tier ekologel get tud arall ha n'hor boa ket soñjet enne. Danvez a vo neuze, sur, evit un eil niverenn àr an tem-se ! Da c'hortoz e vo gouestlet an niverenn 80 ag ar gelaouenn d'ar velo, a c'hell bout gwelet èl ur feson ekologel da vonet ha donet... Skrivit deomp ma faot deoc'h kemer perzh !

Dre lec'hienn ar Gerlenn, www.kerlenn-sten-kidna.bzh, e c'heller koumanantiñ (15 ¤ evit div niverenn kaset dre an ti-post) pe goulenn ma vehe kaset ur skouerenn ag an niverenn-mañ. Gelliñ a raer kavet ar gelaouenn e sal Kerlenn Sten Kidna ivez (6 ru Joseph Rollo en Alre) hag e stalioù-levroù ar vro : Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma Bro (An Alre) ; stal- kazetennoù Jéhanno, plasenn ti-gar an Alre ; Le Fum'grat presse, plasenn ar Marc'had e Pleuwigner ; L'encre de Bretagne (Roazhon).

Niverenn 79 An Dasson : 40 pajenn. 5 ¤ an tamm (7 ¤ dre lizher). Postel : stenkidna2 [at] wanadoo.fr. Pellgomz : 02 97 29 16 58.

Voir aussi :
Vos 1 commentaires
Jakez Pennkalet Le Dimanche 11 janvier 2015 10:59
Réponse en français. Un pavillon, aussi écologique soit-il, est-il bon pour l'environnement, quand il s'accompagne de mètres carrés de jardin, en lotissement, consommant un foncier retiré par conséquent à l'agriculture. Ces zones pavillonnaires font exploser les surfaces des zones urbanisées, éloignant les gens des centres, et rendant du même coup l'usage de l'automobile presque inévitable. Le désir de vie à la campagne se retourne finalement contre les idéaux de ceux qui l'ont choisi.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons