Golo Gwennva an Douar Glaz
Golo Gwennva an Douar Glaz © Domaine public

Dalc'h sinañ Gwennva an Douar Glas, deizlevr barzhoniel gant Sophie Tessier (Br.Pierrette Kermoal) D'ar Sadorn 16 a viz Du, el levrdi L'Encre de Bretagne e Roazhon, adal 17 eur, e sino Sophie Tessier

Dalc'h sinañ

Gwennva an Douar Glas, deizlevr barzhoniel gant Sophie Tessier

(Br.Pierrette Kermoal)

D'ar Sadorn 16 a viz Du, el levrdi L'Encre de Bretagne e Roazhon, adal 17 eur, e sino Sophie Tessier he levr Gwennva an Douar Glas.

Displegañ a raio an hoal a sant evit ar broioù norzhel ha Greunland pergen ; komz a raio eus he beajoù hag he chomadennoù eno, diskouez skouerioù eus an arz inuit, displegañ arvezioù eus ar sevenadur inuit he deus anavezet war-eeun ha dre he lennadennoù puilh war an danvez. An holl c'houlennoù a vo deuet mat, ha pa vent a-zivout an Douar glas e-unan, pe labour ar varzhez, pe al labour treiñ ur seurt oberenn, pe...

Erwan ar Menn

Aber est une revue littéraire en breton.Les résumés sont en anglais. C'est aussi une maison d'édition qui publie des oeuvres en breton