Strollad Fubudenn : Danjerus tamm ebet

Ur strollad nevez e Breizh o c\'hoari tammoù testenn pezh c\'hoari Mikael Madeg ha strollad Plougin. Istor un den a zesk penaos bout ur \"politikour\".

C'hoariva e brezhoneg ha kudennoù endro : graet e veze kalzik pezhioù c'hoari da vare Plogo, pe da hini an Amoko. Ha bremañ ? Setu strollad Bro Kemperle, anvet Fubudenn o kontañ istor Biel politik, un den a c'hellfe bevañ hiziv an deiz ...

Tregont vloaz war-lerc'h strollad Plougin, setu ar strollad nevez ganet, Fubudenn e anv, o c'hoari tammoù eus ar pezh skrivet gant Mikael Madeg ha strollad Bro Leon. Ouzhpennet o deus traoù liammet ouzh buhez annezidi Kerien : anv lec'h ar raktres kreizenn lastez, ti ar re gozh "Bois Joly", hag un nebeud munudoù all.

C'hoariet o deus ar pemp den o tont eus Bro Kemperle (Gwidel, Skaer, An Arzhanaou, Sant Turian), c'hwec'h gwech an istor-se, oc'h echuiñ gant ur sonenn lakaet war un ton kajun "Kreizennoù nukleel ? Hanterkant e Bro-C'hall / Areva, EDF, ni zo war un hent dall ..."

Istor Biel ? U paotr "ganet ur Sadorn da noz goude ar c'hrampouezh", a zo deuet da vezañ ur politikour brudet a-drugarez d'e eontr "Biel Apostolik" ha d'e vamm, hag a laosk ur greizenn nukleel da vezañ savet er vro. Ma ne vefe ket bet Soaz Gozh o stourm a-enep ... e vefe bet savet, un dra sur.

Un istor krouet da vare Plogo, met hiziv an deiz, gant raktresoù GDE e Ploue, kreizennoù lastez bras, pe programm nukleel Bro-C'hall, ez eo an hevelep istor a vez adc'hoariet. N'eo ket dañjerus tamm ebet, emit-hu ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...