Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
Daou strollad rock : Dihuner ha Trouz an noz

Ar rock e Breizh : strollad nevez er vro ha strollad gwelloc'h-gwellañ oc'h implij video, violoñs hag un nerzh divent

Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 3/02/13 11:34

Ar rock e Breizh : strollad nevez er vro ha strollad gwelloc'h-gwellañ oc'h implij video, violoñs hag un nerzh divent

Deuet e oant d'an abadenn rock "dizalc'h hag emren" aozet gant festival Taol Kurun e sal kumun vihan an Arzhanaou. Tud o tont eus Brest, An Oriant, ha tud ar vro souezhet da welout kement a dud.

Tud kozh un tammig nec'het, dreist-holl da vintin o welout paotred ha merc'hed chomet da gousket war al lec'h e kamionoù kozh hag en otoioù chomet stanket er pri...

War al leurenn, gitar tredan ha mouezhioù o huchal. Dihuner a zo ganet nevez ' zo e bro an Oriant gant Ronan ar Meur, gitarour hag aozour war an dro : "tizhet ar pal" emezañ, kontant da welout kement a dud, da vezañ graet bruderezh war Internet, gant flyers lakaet en tavarnioù, goude bezañ cheñchet plas al leurenn ha labouret kalzig ....

Boazet int da bediñ mignoned a stourm evit Kernitron al Lann, an anarkourien, ar re yaouank a glask cheñch penn d'ar vazh en ur gevredigezh ne laosk ket kalz intrudu dezho.

Evit Trouz an Noz avat, deus bro Dreger, atav an hevelep nerzh war al leurenn. Rock solud evel ar maen, brezhoneger ha labourer bio gitarour/kaner ar strollad. Hag er sal e-kichen, levrioù, pladennoù, peadra da vouetañ ar stourm goude an abadenn.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons