Lena Louarn eil prezidantez ar rannvro gant Yann Mikael Ar Baraer (e-karg deus ar sevenadur er Rannvro) pa oa ar redadeg o erruout e Pondi.
Lena Louarn eil prezidantez ar rannvro gant Yann Mikael Ar Baraer (e-karg deus ar sevenadur er Rannvro) pa oa ar redadeg o erruout e Pondi.
Poell ar gannad gant Goulc'han Kervella

Ar gannad gant Goulc\'han Kervella e pad ar degouezh d\'ar redadeg e Pondi

Bagad Pondi o seniñ ton ar redadeg, ha rederien deuet da vezañ sioul o kerzhout goustad a-dreñv dezhañ. Goude ur barrad glav eo deuet en dro an heol ha kroget

Bagad Pondi o seniñ ton ar redadeg, ha rederien deuet da vezañ sioul o kerzhout goustad a-dreñv dezhañ. Goude ur barrad glav eo deuet en dro an heol ha kroget gant prezegennoù Lena, pennoù bras, ha Goulc'han Kervella o kemer ar gomz evit lenn ar pezh a zo bet douget en ur vazh-test gant 1200 reder disheñvel a-hed an hent.

Ur sapre labour skipailh a zo bet kaset gant tout an dud o deus redet, aozet, prientet, n'eus nemet e bedoù bihan evel hini ar brezhoneg e c'hellfer kavout kement a ijin hag a startijenn evit kas seurt raktres da benn.

Pep hini a gonte un istor d'egile : "gouloù deiz war lenn Brennilis da 3 eur vintin, pegen brav ... ",c'hoarzhadegoù e leizh, c'hoarhz ha daeroù mesket. Ur bern tud yaouank, lorc'h enno da vezañ redet a gonte d'an holl pet km o doa redet.

Ramoneurs de menhirs, Dom Duff, Lou-Jakez Suignard, ha fest-noz da heul. Klozet oa bet mat ar pezh mell darvoud-se, ijinet gant Jean-Michel Saner, a oa c'hoazh o werzhañ tee-shirtoù ar redadeg da 11 eur noz dirak dor ar fest-noz ...

Gourc'hemennoù d'an holl o deus kaset ar Redadeg 2010 !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...