328 vues

Pegen disheñvel eo ar sonerezh kinniget gant ar festival ! Evit ar re a blij dezho dañsal avat, aesoc'h e oa e sal Carnot...

Pegen disheñvel eo ar sonerezh kinniget gant ar festival ! Evit ar re a blij dezho dañsal avat, aesoc'h e oa e sal Carnot...

Sal Carnot : gavotenn an Aven sonet gant unan eus ar re wellañ tout, Konogan an Habask, bet gantañ ar bluenn aour ar bloaz-mañ adarre gant e gomper Youenn Chapalain. Danserien ampart war ar planchod, kozh ha yaouank. Ur sal sport gant gouleier "neon", petra 'ta, mod-se emañ an traoù.

En tu all eus ar porzh, ur wech tremenet ar pont, setu ur strollad iskis, Chapi Chapo, ur sonerezh graet gant c'hoarielloù evit ar vugale, dindan gouleier a bep seurt. Aze eo chomet an danserien difiñv. Priz "Produet e Breizh "e oa evit digeriñ ar festival. Un doare all da seniñ, gwir eo, met levezon sonerezh Breizh zo diaes da gavout. Mod all eo brav gwelout hentoù nevez, abadennoù evit ar re vihan, mesket gant raktresoù levrioù, pladennoù ... gant gerioù e brezhoneg !

Ur bern traoù a chom da zizoleiñ er festival evit tri euro (koust a ra tri euro ar badj, evit dek devezh ar festival, 110 000 oa bet gwerzhet ar bloaz paseet) :

Disadorn Kae Breizh : Brou Hamont Quimbert, Blain Leyzour, Ampouailh Carnot : Larriere/Miniou, Jouve/Goas, Allot/Le Hir, Crepillon/Bigot, Hervieux/Beauuchamp, Cecile/Celine, Paillot/Pistien

Disul Carnot : Guigo/Conan, Alain Pennec, Le Bron/Rios, Le Corre/Fustec, Moelo/Thomas, Hamon/Le Roy/ Riwall/Jego Kae Breizh : Skipper's Alley, Hang ha Diskan, Le Big Stal

Dilun Carnot : Carrer/Chiquet, Loeromù Ruz, Jouanno/Lamoour, Serot/Janvier, Ebrel/Flatres, Miossec/Hellard, Sohier/Le Rouzic Kae Breizh Rag Foundation, DOur le Portier Quartet, Hiks

Dimeurzh Carnot : Kermabon/Krmabon, Breudeur MLorvan, ERiou/Flammer, Yann le Corre, Tymen/Kerveillant, Madec/Lorho Pasco, Pouleriguen Salvar Kae Breizh Kitchen Music, James Duncan Mackenzioe, Spoum, Titom et Annie Ebrel

Dimerc'her Carnot : Rio/Le Padellec, Le Goff/Chauvin, Talec tad ha merc'h, Le Bot/Chevrollier, Lotout/Derrien, Le Lann/Tanguy, Ollu/Desplanchez Kae Breizh : Oscar Ibanes, SOnerien Du, WAF

Diriaou Carnot : Salvar Miniou, AQn Diaoul ha Peder, Ollu/Denis, Enora/Treguier, Conan/Le Mapihan, Fanfan, Larivain/Perron Kae Breizh : Asutiana Mining Compa nyh, Becker/Huiban, Breizh Asturies Project

Digwener Carnot :Syz Denis, Duro/Le FLoc'h, Capitaine Mouel Faucheur, Thieriot/Perennou, Le Hunsec/Le Gqllm Lehart/Mahé, Hervé/Gateclou Kae Breizh ; Mec Lir, Kendirvi, Le Bour Bodros Quintet

Disadorn Carnot : Carer Miniou, Yann DOur, Guegan/Yhuel, Pensec/Buillon, Dufleit/Denis, Robic/Guillarme, Gauthier/Guevel Kae Breizh trophée Loic rfaison, Alambig Elektrik hag Usine à Canards, Eiein

Disul Kae Breizh fest deiz ha fest noz gant Sonkiz, Carre Manchot, Moign/L'Haridon, Kejaj, Tobie/Serot, Esquisse, le Grand Savaty, Kere/Ar Menn, IMG, Breudeur Guichen, Djjiboudjep