Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Sonadeg gant Denez Prigent
Sonadeg gant Denez Prigent
Sonadeg gant Denez Prigent
Sonadeg gant Denez Prigent
- Agenda -
Denez Prigent gant ur sonadeg dibar en iliz-veur Sant Kaourintin e Kemper !
Deuit da selaou un arzour dibar !
David Ansquer Par Ti ar Vro Kemper le 29/03/19 11:54

Ar sonadeg-mañ a zo aozet gant Ti Ar Vro Kemper da geñver Gouel Breizh en unan eus al lec'hioù brudetañ e Breizh. Denez pe "arzour e vouezh aour" a gavo enni, digarez da zistreiñ da ziazez e arz : ar Werz, diwar honnezh e teu ar brasañ eus e awen abaoe ouzhpenn tregont vloaz.

A bep eil e teuio gantañ, gwerzioù a-gozh ha re savet gantañ, gwech kanet e-unan-penn ha gwech all harpet plaen gant tri soner(ez) eus ar re wellañ : Maëlle Vallet (telenn geltiek ha kanun), Jonathan Dour (violoñs) ha Jérôme Seguin (gourrebed).

Un digarez a-zoare evit ar re domm pe dommoc'h d'ar muzik da vont betek mammenn ar c'han-se a zo boutin deomp-holl, a-viskoazh ha da viken, gwir diamant a vuzik hag a varzhoniezh evel ma voe graet anezhañ gant ar varzhez veur Georges Sand.

Pêr Vari Kervarec ha Claude Nadeau a vo boulc'het ganto an nozvezh dre ginnig meur a don sonet gant ar vombard hag ograoù an iliz veur.

Kazetenn Le Monde

Titouroù :

Deiziad : d'ar Sul 19 a viz Mae 2019

Eurioù : 4e1/2 gm > 6e noz

Lec'h : iliz-veur Sant Kaourintin

Bilhedoù : gallout a rit rakprenañ plasoù war al lec'hienn internet o klikañ war al liamm amañ dindan

https://www.helloasso.com/associations/ti-ar-vro-kemper/evenements/denez-prigent-a-la-cathedrale-st-corentin-pour-feter-la-st-yves-le-19-mai-2019

Priz : priz leun = 15€, priz evit ar vugale dindan 12 vloaz = 8€

Titouroù ouzhpenn : Ti ar Vro Kemper / clelia [at] tiarvro-kemper.bzh

Liamm Youtube :

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons