N'eus ket pell 'zo ez eus bet lañset Desketa, ur benveg nevez evit deskiñ brezhoneg !

Kalz a dud a fell dezhe deskiñ brezhoneg, met n'eo ket aes-aes kavout an amzer, ul lec'h pe kemer mizioù evit splujañ 'barzh.

Evit kregiñ gant ar yezh, ez eus bet ijinet gant ar rannvro hag ofis publik ar brezhoneg, ur benveg nevez.

Desketa, 'zo ul lec'hienn internet digoust a lako ac’hanoc’h d'ober anaoudegezh gant ar yezh en un doare simpl.

Petra eo pal ar rannvro gant ar benveg-se, ha petra 'soñj aktourien all ar metoù-se, evel ur greizenn stummañ ?

Dewi 'zo bet oc'h ober un tamm tro evit klask pelloc'h !

Gellout a rit adkavout Desketa o klikañ amañ ha sellet ouzh ar video o klikañ amañ !

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus