Breskenn, film ar skipailh brezhonegerien
Breskenn, film ar skipailh brezhonegerien © photographe

"Kino" a vez graet eus se, hag ober a ra berzh evit ar pevare festival Faltazi : eizh skipailh, hag un e brezhoneg, evit ar wech kentañ e istor ar festival !

"Kino" a vez graet eus se, hag ober a ra berzh evit ar pevare festival Faltazi : eizh skipailh, hag un e brezhoneg, evit ar wech kentañ e istor ar festival !

Roet e oa bet an tem digwener d'ar skipailhoù "bout desachet da vat gant ur fiñvadeg", ha daou dra all : lakaat ur flash-back hag an niverenn 22. Goude, e-pad an noz digwener e oa holl skipailhoù o sevel ur senario. Disadorn, bec'h d'al labour filmañ gant an aktourezed hag an aktourien. Ha disul ? Lakaat ar sonerezh, frammañ, mouezhioù off, jenerik, ... Pffff, pebezh labour !

Disul, da 2e30 e sal Dan ar Bras, en Tog Ruz, e vo diskouezet disoc'h labour ar skipailhoù e-pad un abadenn digoust, kinniget gant Simon Cojean, an eizh film. Votet e vo gant an arvesterien, ha plijadur a vo me lâr deoc'h. E brezhoneg e vo diskouezet ur film troet e Kerien gant ur skipailh tud yaouank, Michael Bernadat, Vince produer anavezet bier an Hellfest, ha... saout ti feurm Boudiguen ! Deuit da skoazell ar skipailhoù ha dreist-holl hini Michael, Suzy, Anne Gaelle, Ismaël, ... !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...