Les associations Dastum et Radio Bro Gwened recrutent. Vous trouverez ci-dessous les offres d’emploi. Ema Radio Bro Gwened è klask ur Kenurzhier-kenurzhierez ar skignañ adal ar 1 a viz eost 2017 An hini tutaet a labouro : – darnamzer...

Les associations Dastum et Radio Bro Gwened recrutent. Vous trouverez ci-dessous les offres d’emploi.

Ema Radio Bro Gwened è klask ur Kenurzhier-kenurzhierez ar skignañ adal ar 1 a viz eost 2017 An hini tutaet a labouro : – darnamzer (104h miziek) e-pad 9 miz etre ar 1añ a viz eost 2017 hag an 31 a viz meurzh 2018, war-un-dro gant ar genurzhierez war ar post, – ha goude leuñ amzer (35h) adal ar 1añ a viz ebrel 2018 pa yay kuit ar genurzhierez a vremañ. Ar c’henurzhier / genurzhierez a vo e karg ag ar c’hefridioù-mañ :

Diorrenañ Diorrenañ, dre ar c’hevelerezh, brud ar radio hag he emrenerezh arc’hantel en ur c’houarn he identelezh divyezhek, kevredigezhel ha dizalc’h. Kenurzhiañ Kenurzhiañ ur skipailhad tud gopret hag tud a-youl vat en ur gevredigezh. Skignañ Kenurzhiañ ar programañ ha kas un abadenn bemdeziek. Merañ ar velestradurezh

Barregezhioù goulennet

gellout bevaat ha sterniañ ur skipailh, kaout skiant-prenet e bed ar radio, anavout mat en-dro sevenadurel ha sokio-ekonomikel an tiriad, anavout mat bed ar c’hevredigezhioù hag e vont- en-dro, kaout ur live mat estaolañ dre gomz ha dre skrid , bout en e aes e brezhoneg a vehe priziet, a modarall e vo kinniget ur stummadur, mestroniañ ar c’hompoderezh (meziantoù burevek ha micherel), kaout an aotre da gondu dre ret.

Gopr : Feuriader 174 hervez kenemglev-micher ar skingas radio, da lâret eo 14,55¬ kriz dre euriad. Les candidatures (lettre de motivationet CV) sont à adresser à *email*

Dastum recrute sa/son chef de projets (F/H) Basse Bretagne (animation du réseau, suivi de la numérisation, suivi des éditions…) Consultez l’offre :

Offre Dastum

Lire plus de publications sur Calaméo