Evel bep bloazh, aozet eo bet gant BreizhEire – kevredigezh ar Vretonned en Iwerzhon – un devezh diwar-benn ar vrezhoneg en Iwerzhon, gant skoazell komite gevelliñ Galway - An Oriant. Ar pal a zo bodañ vrezhonegerion an enez, ha dastum arc'hant evit Diwan.

Evel bep bloazh, aozet eo bet gant BreizhEire – kevredigezh ar Vretonned en Iwerzhon – un devezh diwar-benn ar vrezhoneg en Iwerzhon, gant skoazell komite gevelliñ Galway - An Oriant.

Ar pal a zo bodañ vrezhonegerion an enez, ha dastum arc'hant evit Diwan.

Komzet e vo ivez diwar-benn ur mennad nevez : lakaat ar vugale da gejañ ur wech ar sizhun e-kichen Galway evit kelenn brezhoneg dezho.

Ar bloazh-mañ e vo d'ar Sadorn 14 a viz C'Hwevrer e Galway :

— Kejadenn gant krampouezh er Mirdi Spanish Arch, adalek kreisteiz ;

— Fest noz / Ceílli e Arus na nGael, adalek 20e30.

http://www.breizheire.com
breizheire@gmail.com
tel / pgz: 00353 (0)87 411 7104