Devezh gouel evit an Ankou
Devezh gouel evit an Ankou © photographe

Priz kentañ konkour bannoù treset Fea a zo aet gant Tinaig le Cor, gourc'hemennoù dezhi !

Priz kentañ eil gonkour bannoù treset Fea a zo aet gant Tinaig le Cor, gourc'hemennoù dezhi !

Bannoù treset e bro Euskadi : daouzeg embannet pep bloaz en euskareg, n'int ket troidigezhioù anezho, n'int ket o tont eus lec'h all. Skrivet, treset, ha produet er vro.

E Breizh : troidigezhioù, "Paotr Louarn" ar bloaz-mañ, labour "Nadoz Vor" gant div vandenn dreset. Ha tud a grou e brezhoneg, emit-hu ?

Skolajidi Plijidi, ya, ha ' benn bloaz, muioc'h a dud ?

Evit prientiñ an distro-skol, deoc'h eo da c'houzout e vo brudet muioc'h ar genstrivadeg,ha m'ho peus c'hoant kemer lañs, setu ar pezh a vo d'ober :

  • tresañ ha skrivañ un istor ur bajennad, evel an daou vloaz paseet
  • dibab (h)e istor pe kemer ul lodenn eus romantoù Ewen Jacq (3 levr "Chase Vaeleg" pe an hini nevez, "Beaj Lakvern")
  • kas e pdf ar blankenn da afea@laposte.net, a-raok ar c'hentañ a viz Mae 2016.

Prizioù : 200 euro evit ar c'hentañ priz, 100 evit an eil.

Ar pal a vefe embann e 2016 pe 2017 un albom gant bannoù treset ur bajennad kroueet e brezhoneg. Ha ma vefe an huñvre-mañ o vont da wir ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...