150 vues

Un devezh interessant hag aozet mat e kreiz festival Douarnenez : penaos skoazell krouidigezh filmoù faltazi ?

Un devezh interessant hag aozet mat e kreiz festival Douarnenez : penaos skoazell krouidigezh filmoù faltazi ?

Da vintin, filmoù Avel Corre, "An dianav a rog ac'hanon", gant Nolwenn Korbel ha Yann Edern Jourdan o c'hoari e porzh Brest. Goude oa bet kinniget "Dale" gant skipailh Sevenin, hag evit echuin oa bet diskouezhet film "Fin ar bed" gant Nolwenn adarre, Roger Stefan, Jakez Andrev, Mona Bouzeg...

Ha goude merenn kinniget oa bet dek raktres film faltazi gant c'hwec'h den o tont eus ar stummadur Pole Ouest, ha pevar all, da ginnig filmoù a bep seurt dirak dek produer (France 3, Gwengolo filmoù, Brezhoweb, Kalana, Tébéo, TV Rennes, ar chadennoù lec'hel). Plijus e vefe bet ober dek gwech tro un daol, evel evit ur gwir speed dating, peogwir an dud ne c'hellent ket, dirak an 40 den bodet, displegan gant ar memes mod o raktres, ur wech hepken...

Peseurt hini a vo gwelet 'benn bloaz e Douarnenez ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...