111 vues

80 a dud bodet, blev gris ha gwenn, met an hevelep c'hoant : lakaat an traoù da vont war raok

80 a dud bodet, blev gris ha gwenn, met an hevelep c'hoant : lakaat an traoù da vont war raok.

Aozet mat e oa ar c'hendiviz, daoust d'ar brezhoneg implijet re nebeut gant an dud war al leurenn. Politikerezh yezh, Kernitron al Lann, Tafta-Ceta, unvaniezh Breizh, Ekonomiezh ar vro, stad an traoù e bro Korsika gant François Alfonsi, hag ur c'hendiviz evit klask an doare da vout efedus aozet gant Yvon Olivier.

Evit ar pezh a sell ouzh ar yezh, kalzig a draoù a zo bet lavaret : skoazell ar skolaerien hag ar gelennerien evit ur yezh a galite hag ur c'henlabour efedus gant ur stummadur dibaouez (n'eus stummadur ebet ken e deskadurezh katolik), ar soubidigezh evit holl vugale Breizh e skol vamm, forzh peseurt hentenn e vefe, sikour an dud a zo skiant prenet evit ma chomfent war ar vichet ha ganto e vefe treuzkaset an danvez dastumet ganto. Evit ar postoù "skornet", daoust d'an diskoulm a zo bet kavet, e chom bresk-tre an traoù.

Preder da genderc'hel evit ma ne vefe ket tud o kuitaat ar vicher kelenner e brezhoneg, evit ma ne vefe ket ur yezh paour ha treut treuzkaset er skolioù...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...