Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Devezhioù ar brezhoneg e Bro An Alré 21-23 a viz Gouel Mikael
Devezhioù ar brezhoneg a vo dalc'het e-pad gouelioù “Un automne autrement au pays d'Auray”. C'Hoariva, sonerezh, kontadennoù, emgavioù a vo kinniget d'ar re vihan ha d'ar re vras. Ur programm bet savet get Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna
Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 15/10/09 3:39

Devezhioù ar brezhoneg a vo dalc'het e-pad gouelioù "Un automne autrement au pays d'Auray" (d'ar 15 a viz Here d'ar 15 a viz Du).

C'Hoariva, sonerezh, kontadennoù, emgavioù a vo kinniget d'ar re vihan ha d'ar re vras. Ur programm bet savet get Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna.


– Merc'her 21 a viz Gouel Mikel (Here) : ur skrivagner e Bro an Alré, Hervé Lossec

D'enderv – 2 e 30 : Sinadur e levrioù get Hervé Lossec e stal Breizh ma Bro (straed al Laezh, An Alré). Olivier Berson, tresour hag en deus labouret get H. Lossec evit "Loig Drouglazet" (embannet e 2009 get Tes) a vo getan evit sinañ levrioù ivez.

– 4 e : Emgav get lennerion, e brezhoneg, e sal Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, An Alré.

Da noz – 8 e 30 : Prezegenn a ziar "Les bretonnismes", e galleg, er c'hoariva bihan, ar-dreñv ti ker An Alré. Evit netra.


– Yaoù 22 : kontadennoù e Bro An Alré

D'enderv : Rémy Cochen a gonto evit skolidi divyezhek skol Pleuwigner.

Da noz – 8 e 45 : Comment sera ? Komans a ra ! Komañs a ra ! Arvest divyezhek get kontadennoù ha sonennoù. Kanaň a ra Myriam e brezhoneg ha kontaň a ra Rémy ar c'hanennoù evel ma vez kontet istorioù e galleg. Gant an diviz divyezhek-se e c'hell an arvesterion ha n'int ket brezhonegerion anezhe kompren ar pozioù. Sal La Ruche, e Lokmaria kaer. Priz : 5 euro, 3 € edan 18 vloaz.


– D'ar gwener 23 : Kan ha c'hoariva

Da vintiñ : Jean-Luc Roudaut a gan evit ar vugale, ha gete ivez ! Un abadenn evit bugale ar skolioù divyezhek.

D'enderv : Strollad Kallag a c'hoario "Avanturioù ar mab Emon" dirak skolajidi divyezhek Bro An Alré.

Da noz 8 e 45, c'hoariva "Mazheas ar c'higer"


"Mazheas ar c'higer" : troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar "Histoire de Maheu le boucher", pezh c'hoari skrivet gant Eduardo Manet.
Priziet e oa bet ar pezh-c'hoari-se e Festival Avignon e 1986.
"“ E 1429. C'Hoant en deus Mazheas, ha eñv kiger, da vont da “chevalier”, ar pezh n'eo ket aezet pa n'eo ket gwall nec'het an dud all gant se… Un istor marc'heien ag ar Grennamzer eo, met n'it ket da soñjal evit afer-se e vo diskouezet ur gentel istor deoc'h : marc'heien dirollet doare BD pe Monty Python int, disheñvel-tre neuze doc'h ar re a vez studiet er skolioù”".

E sal Émeraude, Lokoal-Mendon
7 € evit mont e-barzh, 4 € evit ar re yaouank edan 18 vloaz.

Titouroù Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58

(voir le site) evit ar programm "Un automne autrement", peurgetket an diskouezadegoù.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons