
«Deomp, ha kasomp Doue ganeomp,ha lezomp an Diaoul da zrailhañ mein gant e zent !» ...Rimadelloù all a seurt-se ez eus e-leizh en hor yezh. Ur binvidigezh dispar ez eo, a rankomp deskiñ evit o...
Padelezh ho chomadenn a c'hellit dibab ma n'hellit ket dont evit an holl devezhioù : a-walc’h eo gwelout an dra-se ganeomp evit derc’hel an devezhioù en herberc’h-ti (35 euro evit pep nozvezh + predoù aozet etrezomp).
Gwellaat hor brezhoneg ’zo unan eus ar palioù, en em anavezout gwelloc’h ha krouiñ ivez liammoù kreñv a vignonïezh, abalamour d’ar yezh hag ar feiz en deus Doue roet deomp amañ e Breizh, gant o gwriziennadur ken don ha pinvidik. Baleadennoù a vo, pedennoù ivez, ha kentelioù, atalieroù-krouiñ ha -kanañ, beilhadegoù... Ur vuhez a-gevret e-pad un nebeud devezhioù plijus.
Un aozadur katolik a diegezhioù brezhonek eo Emglev an Tiegezhioù, Kergreven, 29800 Trelevenez 02 98 25 10 72 - 07 82 01 73 15 eat@orange.fr
Commentaires (4)
Goude se e vo moaien atav, a soñj deomp, met n'eo ket sur, ha ret e vo deoc'h hen ober hoc'h-unan war-eeun gant santual Querrien aze :
Dalc'het e vo an Devezhioù eno ganeomp adalek pred merenn al lun 3 a viz Eost d'ar sul 9.
M'emaoc'h e soñj ober ur weladenn deomp e vo moaien deoc'h eveljust : r'hen lavarot deomp pa viot sur hag e vo graet diouzh ar gwellañ.
Karout a rafemp brav ma c'hellfe ur beleg dont ivez d'ober un dro war ar sizhun ha maz eus moaien lidañ ganeomp an oferenn pe ar gousperoù.
fiziout a reomp en holl berzh mat an Devezhioù evit brasañ gloar an Aotrou Doue e brezhoneg.
A wir galon,
Tepod 0298251072 0768861944