Yann Gervern : kentelioù ar sadorn e Karaez

Aozet gant ar gevredigezh fea ha digoret d\'an holl, reizhet e vez asambles frazennoù tennet eus niverennoù al Liamm, Ya! ha romantoù embannet e-pad ar bloaz.

Staj frouezhus, ur wech adarre gant Yann Gervern ha seizh stajiad

Ampart eo an dud tro dro d'an daol, kelennerien, skrivagnerien, difazierien ... Ne vern, desket e vez traoù atav. N'eo ket ken anat-se gouzout ar pezh a zo a-dreuz e-barzh ar 143 frazenn o deus da studiañ. Dre chañs e vez kontet bewech gant Yann istorioù fentus liammet gant ar poent yezhadur.

"Difennet 'zo bet" a dalv eo bet difennet gant unan bennak. "Ijin'ta" a vez lavaret re alies gant an dud : "soñj'ta" a zo kalz gwelloc'h.

Implijet e vez re alies "deus" evit "eus". Hag "a-benn" mesket gant "evit"... Ha "boutin" gant "ordin".

Ha gourel pe benel eo ar ger "tra" ? Lavaret e vez "daou dra", met "un dra vat". "Avel vras", ha "pevar avel", "amzer vrav" ha "pevar amzer". Ma doue, pegen diaes eo ...

Ha Yann da bouezañ war sonerezh ar yezh gant Anjel Jacq. Ur skrivagner Bro Alamagn a lâre ne c'helle ket ur yezh bevañ hep e sonerezh, "ene ar yezh" ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...