
Difetis a zo ul lec'hienn nevez e lec'h ez eus tu kavout levrelioù da bellgargañ. Petra eo ul levrel? Ul levr niverel eo, da lavaret eo n'eo ket moulet war paper
Difetis a zo ul lec'hienn nevez e lerc'h ez eus tu kavout levrelioù da bellgargañ.
Petra eo ul levrel? Ul levr niverel eo, da lavaret eo n'eo ket moulet war paper e-giz gwechall, met dont a ra e stumm ur restr da stalliañ war ur benveg gouest da lenn al levrelioù. En deiz a hiziv e vez kavet kalz a benvegoù evit lenn al levrelioù : urzhiaterioù, pellgomzoù hezoug, tabletennoù, lennerezhioù evel ar c'hKindle...
Perak lenn ul levrel? Ur bern abegoù ez eus evit tremen d'al levrelioù : • Ne gemeront plas ebet war an estajeroù • Paper ebet implijet evit krouiñ al levr. • Tu zo lenn war meur a skramm disheñvel. • Dont a reont gant ur bern binviji : geriadur, notennoù, dibab ment al lizherennoù, mod noz, merk pajenn,... • Tu zo reizhañ ar fazioù bet kavet goude eo deuet er maez al levr hep gortoz un adembannadur • Tu zo prenañ al levrioù e lec'h 'peus c'hoant pa p'eus c'hoant (noz, sul, er c'hamping,...) • E-barzh memor ho hezoug ez eus tu beajiñ gant ho levraoueg a-bezh. • Pajennoù pleget, drailhet, louzet, melenaet n'eus ket . Chom ar raio o levr niverel evel an devezh kentañ. • Etre 20% mac'hadmatoc'h ha digoust
Er penn-kentañ eo gwir ez eus ezhomm ober un tamm striv evit en em boaziañ da lenn war ur skramm. Setu perak e vez kavet levrelioù digoust war Difetis evit klask an douare gwellañ da lenn al levrelioù.
Perak Difetis? War Difetis e vez strollet ha kinniget an holl levrelioù kavet war ar rouedad. Peogwir en deus pep hini ur benveg disheñvel da lenn al levrelioù, Difetis a ginnig pep levr e meur a stumm evidoc'h da dibab an hini a vo ar gwellañ da lenn. War Difetis e vez kavet meur a levrel digoust, an darn vrasañ a teu deus al lec'hienn “An Drouizig”. Kavet e vez ivez levrelioù deus an Ti-embann “Keit Vimp Bev” hag “Al liamm”. Nevezentioù a deuio er maez alies war al lec'hienn, ha levrioù embannerien all ivez.
Penaos Ober? Buhan hag aes eo : ret eo mont war al lec'hienn goude eo ret krouiñ ur gont. Pouezus eo peogwir e vo kaset al levrelioù dre bostel goude. Ur wech krouet o kont ha kadarnaet, ez eus tu dibab ul levr ha prenañ anezhañ. Ma eo digoust al levr ne vo goulennet netra ganeoc'h. Ur wech asantet gant al lec'hienn e vo kaset ur postel deoc'h gant ul liamm evit pellgargañ al levr. E-barzh ar restr pellgarget e vo kavet meur a restr. Digorit ar pdf evit lenn war an urzhiater. War un hezoug e vo gwelloc'h digor an epub, ha war ar c'hKindle ar mobi.
Ken bozomp war Difetis!
Commentaires (6)
Padal mat e ve mat lakaat ho prezhoneg da vezañ adlennet a-raok embann war ul lec\'hienn ! ( lec\'hienn zo benel !).
Lec’hienn gentañ
asantet
goulenn ouzh pe gant
prenañ (prennañ = serriñ)
dre bostel
levrioù embannerien all (ha neket deus embannerien all)
Kalon vat deoc’h! Ur mennozh mat-tre eo!
Ha ma n'eus ket a dredan ken er benveg ?
A-hent-all, evit geriadurioù pe oberennoù kelc'houiziek e c'hell bezañ talvoudus bras.
Met evit ur romant e plij din dornatañ ar paper,ha skrivañ notennoù war ar marzhoù.
Ret eo notañ ivez e tigresk niver al levrioù a vez lennet dre zen e-pad ar bloaz. N'eo ket gant teknikoù evel-se e vo kresket.
Forzh penaos ul levr a zo ivez un dra a vez dornataet, un dra a zo deoc'h-c'hwi. Ganin em levraoueg ez eus ul levr hag a oa da dad you va mamm gozh. Mab-you va mab bihan ne raio forzh da gaout ur fichennaoueg hag ur benveg aet er-maez a c'hiz d'e lenn. N'eo ket ar memez tra.
Gouzout a ran int bihan a-walc\'h, digarez...
@Riwal : Trugarez evit ar reizhadurioù. Klask a rin ober nebeutoc\'h a fazioù ar wech a zeu
@Maneguen : ne lavaran ket a varvo al levr paper, tamm ebet (evit ar sonerezh, ar vinyl a zo bev c'hoazh). Met bez ez eus levrioù peus ket c'hoant da paeañ ker, na da virout. Setu eo mat al levrelioù evit-se. Tu 'zo gwel-se evel ur seurt levr da teurel goude, erfin.