328 vues

Kenderc'hel a reer gant ar c'hilsell en amzer dremenet : setu Lukian Kergoat o tisplegañ al labour kaset da benn

Kenderc'hel a reer gant ar c'hilsell en amzer dremenet : setu Lukian Kergoat o tisplegañ al labour kaset da benn gant ar skipailh saverien dafar pedagogel evit an eil derez.

Ne oa ket bet digoret ar skolaj, ar c'hentañ derez Diwan evel e oa bet raktreset ; lavaret oa bet gant ar greizenn geriaouiñ a briente an dafar pedagogel, an dornlevrioù, ne oa ket prest c'hoazh. Ha daleet e oa bet an digoradur.

Hag e-pad ur bloavezh gant ur strollad a youl-vat 80 den a rae emvodoù evit prientiñ un eil derez e brezhoneg oa bet savet peadra da skoliatañ ar skolajidi gentañ.

Karget e oa Lukian Kergoat da genaozañ al labour-mañ, ha dreist-holl peseurt divyezhegezh a vefe en eil derez.

N'o doa ket heuliet an "enepskouer" o tont eus bro Gembre e lec'h e veze kelennet an danvezioù skiantel e saozneg. En Euskadi "ne oa ket an troc'h-se, ni oa loc'het kuit gant ur mennozh all : arabat mirout tachennoù ' zo eus ar brezhoneg. Soñj a rae deomp e oa ar c'hempouezh yezh bezañ pinvidik ha kreñv, hag e c'hellemp dre hor yezh mont war forzh peseurt dachenn a oa, mod all e oa ur seurt diglossiezh war ar yezh. An holl zanvezioù a oa da vezañ prientet e brezhoneg".

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...