emglev danvez dilennidi evit Breizh D'ar Sul 26 a viz Here ez eus bet savet e Pondi (Breizh) un emglev danvez dilennidi evit an dilennadegoù kanton a-benn miz Meurzh 2004. Ouzhpenn programm lec'hel pep hini, e embann an
Dilennadegoù kanton, miz Meurzh 2004 Breizh da zont emglev danvez dilennidi evit Breizh D\'ar Sul 26 a viz Here ez eus bet savet e Pondi (Breizh) un emglev danvez dilennidi evit an dilennadegoù kanton a-benn miz Meurzh 2004. Ouzhpenn programm lec\'hel pep hini, e embann an danvez dilennidi-se e fell dezho lakaat war wel an azgoulennoù da heul : 1 - Lakaat e pleustr ur vodadeg Vreton ganti galloudoù da geñver al lezenn, an armerzh, an aferioù sokial, an endro hag an tailhoù (an tailhoù paeet e Breizh a rank chom e Breizh), o rannañ ar galloudoù-se en Unvaniezh Europa. Ar vodadeg-se a rank bezañ dilennet gant mouezhioù an holl ha war-vent, gant harzoù da geñver an amzer hag an niver a gargoù. 2 - Unvaniezh Breizh 3 - Brezhoneg kenofisiel, hag ur steuñv evit adlañs ar gallaoueg 4 - Un armerzh diazezet war ezhommoù an holl, ha ket evit ar c\'hevala nemetken 5 - Ur steuñv evit adlañs ar servijoù publik (deskadurezh, yec\'hed, energiezh, transportoù, pellgehenterezh) 6 - Un doare kempouez da verañ an tiriad 7 - Ur politikerezh a zoujfe ouzh an endro hag un diorren padus nann ampletus Ouzhpenn e fell d\'an danvez dilennidi embann diouzhtu ne vo ket galvet ganto da votiñ evit un danvez dileuriad ezel eus ur strollad politikel gall evit an eil tro. Fellout a ra d\'an danvez dilennidi-se diskouez int kengred gant ar brizonidid bolitikel, setu petrak e vo kavet en o zouez ur prizoniad politikel breizhat, Gael Roblin e anv, hag eñ oc\'h en em ginnig e kanton Plagad (Bro Dreger, 22). Setu listenn ar re a\'n em ginnigo e anv Breizh da zont :
- Elisabeth KERLOC\'H (implijiadez e France Telecom, dilennet e ti kêr Ploeneg), danvez dileuriadez e kanton Pontekroaz (Bro Gerne, 29)
- Morvan COARER (ijinour takad biologiezh), danvez dileuriad en Enorzh (Bro-Mée -44-)
- Eric BAINVEL (skolaer en ur skol divyezhek) danvez dileuriad e Sant-Ervlan reter (Bro Naoned -44-)
- Philippe CADORET (kuzulier labour douar), danvez dileuriad e Boulvriag (Bro Dreger -22-)
- Gael ROBLIN (prizoniad politikel breizhat), danvez dileuriad e Plagad (Bro Dreger -22-)
- Laurent PIROU (teknikour a vicher), danvez dileuriad e Roazhon-reter (Bro Roazhon -35-)
- Christophe HENRY (studier), danvez dileuriad e Neuilly-Nord (Bro-C\'hall -92-)
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !