Disentiñ
Disentiñ

Perak ha penaos disentiñ? Abaoe bloavezhioù e kemerer perzh e mani­festadegoù a bep seurt. Daoust hag un disoc'h pe ur gounid gwirion a vez bep tro? Lakaat a reer hon anv

Perak ha penaos disentiñ?

Abaoe bloavezhioù e kemerer perzh e mani­festadegoù a bep seurt. Daoust hag un disoc'h pe ur gounid gwirion a vez bep tro? Lakaat a reer hon anv war kantadoù ha kantadoù a sinedagoù. Daoust hag ur pouez efedus o deus? Doareoù all a zo evit bezañ klevet, evit dis­kouez hon youl ha nec'hamant, ha trec'hiñ en diwezh hep implijout ar feulster. Al levrig-mañ a zispleg e c'heller disentiñ hep implijout an nerzh ha kement-se en un doare reizh. Sevel a ra goulennoù ha reiñ a ra doareoù da gas ur stourm da benn, re an disenterezh keodedel. Un hent hag a vez implijet gant ar strollad Ai'ta! evit kas stourm ar brezhoneg war-raok.

Xavier Renou, an oberour, a zo unan eus dia­zezerien ar c'henstroll Désobéissants.