-->
Kristen Nikolaz, anavezet mat evel kaner a-feson e Breizh, a deu e Ti ar Vro Kemper evit ar wech kentañ, d'ober un diskouezadeg maen greun, panelloù koat livet, kizellet… Kroaz 'n Heri, pe Steven pe Ros Kelenn… Arebeurri e koat, un daol, un armel… bankoù Tossel kizellet.
Deuit niverus da zizoleiñ kizeladurioù Kristen, ken souezhus ha ne ve ket gwelet neblec'h.
Luc'hskeudennoù all oberennoù Kristen Nikolaz war [Lire] (pennad e galleg).
E Ti ar vro. Diskouezadeg e pad ur miz : Meurzh 2009.
Digor d'an holl d'al lun betek ar gwener etre 9 eur ha 12 eu, 2 eur betek 6 eur noz. Digor d'ar sadorn 10 eur- kreisteiz.
Pgz : 02 98 90 70 43