Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Aerborzh Brest/Gwipavaz
Aerborzh Brest/Gwipavaz
- Chronique -
Distro Anna Mouradova, anezhi skrivagnerez rusian ha brezhonegerez, e Breizh
Dre hanterouriezh ar c’hannad Paol Molag, ezel eus Kuzul Rannvroel Breizh ivez, ha skrivet gantañ dre e benn e-unan da gannadouriezh bro-Frañs e Tbilissi, eo en deus Anna Mouradova gounezet ur viza evit chom e Frañs.(voir article original de Philippe Argouarch du 19 juillet. Résumé).
J-L Le Floc'h pour ABP le 31/07/23 18:42

Ganet eo bet Anna Romanovna Mouradova e Moskou, d’an 12vet a viz Kerzu 1972. Emañ-hi skrivagnerez ha droerez rusian, desket ha kelennet ar brezhoneg ganti, e Moskou. Lakaet en deus e yezhoù all aozerien evel Tchekhov, Gabriadze, Astafiev, Tendriakov, pe Gogol, a-raok skrivañ e-unan e brezhoneg war-eeun, a-raok skrivañ ivez danevelloù e rusianeg ma vez o istor lec’hiet e bro-Rusia a-vremañ. C’hoant dezhi da adskoulmañ gant sevenadur asirian ha jorjian eus he dad, hag o vezañ enni diemglev da geñver politikerezh savet gant Poutin e bro-Ukraina, ma veze-hi o labourat e Skol-Veur vroadel ar Mor Du (Mykolaïv), ez a hi da chom e Tbilisi e bro-Jorjia e 2016. E 2021, nac’het eo dezhi he c’houlenn dont da vezañ jorjiadek he vroadelez, pa veze familh dezhi o vevañ eno. E miz meurzh 2023, nac’het eo bet ivez hec’h « aotre chom », ma oa ret dezhi nevesaat bep ploaz. Teurel a reas engalv eus an diviz-mañ.

Ur vi-koukoug melestradurel gwalleürus, e bro-Jorjia.

Da heul ur vi-koukoug c’hoarvezet digant un implijad eus melestradur lezvarnel bro-Jorjia ez eo bet dizalaet da viz Kerzu 2023 prosez engalv eus diviz servijoù jorjiek diwar-benn enbroerezh, ma oe dav dezhañ betek neuze bezañ savet d’an 12vet a viz gouere 2023. Ar gudenn zo ez eo ret da Anna kuitaat bro-Jorjia a-raok dibenn miz gouere 2023, ha pa vez an diviz-mañ war argezhad engalv. En arvar eo hi, avat, da vezañ forbannet war-zu ar vro m’eo bet ganet enni : bro-Rusia. Dre ez eo hi a-enep krenn aloubadeg rusian e bro-Ukraina, emañ hi en arvar da vezañ toullbac’het pe gwasoc’h c’hoazh !

Retrouvez l’article original de Philippe Argouarch publié sur ABP le 19 juillet 2023, sous le titre : L'écrivaine russe brittophone Anna Mouradova de retour en Bretagne . Anna Mouradova, qui écrit en breton et traduit vers le breton, et dont la vie était menacée en Géorgie (et en Russie) est arrivée à Brest au jour prévu.

Dre skoazell re-Erminiged ha « Skol-Uhel ar Vro ».

O taremprediñ ingal gant tier-embannadur e Breizh a ra gant levrioù e brezhoneg, en deus kendalc’het Anna da zaremprediñ gant tud e Breizh abaoe he studioù e Skol-Veur Roazhon 2, e-kerz ar bloavezhioù 1990. Kenskriverez eo ivez evit ar webmedia ABP, lec’h ma skriv e brezhoneg. Bez e vez ivez unan e-touez an teir flac’h deuet eus ar Reter , titl ur film bet savet gant Bruno Deniel-Laurent ha skignet dre France 3 e miz mae 2023. Bet resevet ganti Kolier an Erminig » e 2020, en deus Anna Mouradova ledanaet skipailh he skoazellerien e-kreiz ar re Erminiged koulz hag e-kreiz Skol-Uhel ar Vro .

Dre hanterouriezh ar c’hannad Paol Molag

Dre hanterouriezh ar c’hannad Paol Molag, ezel eus Kuzul Rannvroel Breizh ivez, ha skrivet gantañ dre e benn e-unan da gannadouriezh bro-Frañs e Tbilissi, eo en deus Anna Mouradova gounezet ur viza evit chom e Frañs. Ur viza doare D (viza evit chom pell), 6 miz e badelezh, ha ma vez moaien drezañ da labourat. Posubl eo dezhi, avat, kuitaat bro-Jorjia a-raok bezañ forbannet e bro-Rusia.

Dre sikour ar gevredigezh Skoazell Vreizh, e Karaez.

Divizet en deus ar gevredigezh Skoazell Vreizh reiñ un tamm sikour dezhi, war zachenn an arc’hant, evit paeañ frejoù he alvokad hag he beaj dre garr-nij eus Tbilissi betek Paris ha Brest. Dav eo dezhi erruout d’an 28vet a viz gouere ha chom e Brest da heul. Ma fell deoc’h reiñ dezhi un tamm sikour pe ur skodenn, e c’hellit kas ur chekenn da Skoazell Vreizh , 2 rue/straed Amiral Emeriau, Carhaix/Karaez 29270.

A-benn ar-fin, dre holl vignoned ha Breizhiz/Breizhadezed a fell dezhe…

Voir aussi :
0  0  
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons