Distro ar bleiz e Breizh - 13 Munud e Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 1523 vues

Lakaet eo bet ar gaoz war ar bleiz gant un arbennigour, ur saverez chatal hag ur medisin loened.

Perak 'vez graet kement a reuz evit distro ar bleiz er vro ?

Setu ouzhpenn 100 vloaz 'zo eo bet lazhet bleiz diwezhañ Breizh.

"<i>Harz ar bleiz !</i>" Setu petra a veze lâret pa veze gwelet ur bleiz gwechall-gozh... Hag a-benn nebeut en-dro ?
"Harz ar bleiz !" Setu petra a veze lâret pa veze gwelet ur bleiz gwechall-gozh... Hag a-benn nebeut en-dro ? photographe

Hag e miz Mae 2022 eo bet filmet ur bleiz e Berrien, goude bezañ kavet roudoù.

Distroet eo al loen-se ha tout ar vrud tro-dro dezhañ.

Met daoust hag-eñ eo un dra ken fall a se pe ar c'hontrel, un dra vat evit an natur hag ar vro ?

Setu petra 'zo bet klasket gant Dewi evit an 13 munud-mañ !

4/13 Munud, un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus