Kenderc'hel a ra ar strollad Aita gant e hent : ha strisoc'h e vo an archerien ?

Kaset eo bet da ABP :

"Demat deoc'h holl,

labourat start zo bet graet gant kevrennoù Ai'ta! d'ar sadorn 26 a viz Du.

Daou oberenn zo bet kaset da benn war ar memes tro e daou lec'h disheñvel.

Divountet eo bet panelloù hent unyezhek war bord an hent bras : N165 e Teiz hag N12 e Gwengamp.

An hevelep oberenn zo bet 'kostez Rostren d'an 21 a viz Gwengolo.

Da c'houzout : identelezh un nebeut stourmerien zo bet rastelet gant an archerien. Riskl zo e vefent galvet deiz pe zeiz en archerdi da vezañ aterset.

Dav eo deoc'h chom war evezh ma vo un tolpadeg souten 'benn nebeut. Kengred!

Brezhoneg bev !

Ai'ta! Bro Gwened"

http://ai.ta.free.fr/?pajenn=oberennou&yezh=bzg

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...