Goude "An Oaled" (Roparzh Hemon), "Troioù kamm Skapin" (Molière), "Malachap story" (Obaldia), setu ar strollad C'Hoarivari o kinnig ur pezh c'hoari skrivet ganto "Diwall er Festival". Ur serial killer a zo er Festival : lazhet eo bet gantañ 5 fenn-soner

Goude "An Oaled" (Roparzh Hemon), "Troioù kamm Skapin" (Molière), "Malachap story" (Obaldia), setu ar Strollad C'Hoarivari o kinnig ur pezh c'hoari skrivet ganto "Diwall er Festival".

Ur serial killer a zo er Festival : lazhet eo bet gantañ 5 penn-soner (ar vre vrudetañ : Kemper, Lokoal-Mendon, Cap Caval ...) ha den ebet ne oar piv en deus graet an torfed : ar paour gaezh gomiserez (c'hoariet gant Armelle Boulle), ne zeu ket a-benn da gaout un diskoulm daoust d'al lizhiri disanv a vez kaset dezhi ingal, d'un enseller, ha dreist-holl d'ur poliser a gav hir e amzer hag a zo c'hoariet mat-tre gant .

Seizh c'hoarier, ur burev er c'homiserdi a ziskouez mat bed ar polis hiziv an deiz. Aergelc'h ar festival gant sonerezh binioù bras klevet ingal, pennadoù fentus gant Yvonig Toulleg (Marilou Pochic) a ziskouez ul lodenn vat deus tud ar festival a blij dezho riboulat, kanañ, mont d'ar c'hoop bio, ha bevañ gant nebeut a dra.

Gourc'hemennoù d'ar skipailh ha d'al leurennerez Yvette Brustiec : ne vez ket gwelet aliez hiziv an deiz e bedig bed ar c'hoariva e brezhoneg ur pezh c'hoari krouet a-stroll (4 skrivagner). Gant ma vo pedet ar strollad un tammig e pep lec'h e Breizh, evit lakaat da glevout brezhoneg saourus bro Gwened gant an holl !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...