328 vues

Setu Jil e Kemperle o kinnig e levrioù, e bladenn diwezhan hag an DVD nevez deuet er maez Digor ha laouen e oa Jil e stal levrioù Penn da benn e

Setu Jil e Kemperle o kinnig e levrioù, e bladenn diwezhan hag an DVD nevez deuet er maez

Digor ha laouen e oa Jil e stal levrioù Penn da benn e Kemperle, degemer a rae tud sot gant e sonerezh, ha da noz e oa o senin gant bagad Kemperle en un abadenn gouestlet da Zavier Grall.

Diwan ha Jil ? Un istor a gozh : displegan a ra aze penaos en doa lenvet (hag e fromet-bras c'hoazh o kontan an istor) pa oa bet kelaouet gant Rheun L'hostis e Gwitalmeze goude un abadenn sonerezh : "digoret e vo ur skol Diwan". Ha Jil da zistrein da Naoned, o ouelan a-hed an hent. Ha dibaoe, tad paeron skol Diwan Naoned, skolaj Diwan Gwened, ha Lise Diwan Karaez. Ha ne vefe ket stourmer ken ? Diaes da gredin... Gant ma vo ur bern tud eveltan evit lakaat Breizh da vont war zu an emrenerezh hag an dazont evit ar yezh komzet aman e penn ar bed.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...