Labourat a-stroll, kaout plijadur, komz brezhoneg 'maez ar skol, se ivez zo bet kaset gant Diwan !
Labourat a-stroll, kaout plijadur, komz brezhoneg 'maez ar skol, se ivez zo bet kaset gant Diwan ! © Domaine public

150 vues

28vet pennad diwar an 40 vloaz Diwan : penaos eo deuet a benn ar skol vihan e brezhoneg da grouiñ un dro spered "Diwan" ?

28vet pennad diwar an 40 vloaz Diwan : penaos eo deuet a benn ar skol vihan e brezhoneg da grouiñ un dro spered "Diwan" ?

A-raok sevel curricula nevez gant Diwan e vefe mat gwelout ar pezh a zo bet graet evit ar re yaouank e Diwan, ar prezhioù a oa disheñvel hag o doa graet berzh, e-barzh hag e-maez ar skol, p' eo ar c’helenn e bro C’hall diefedus ha pa stumm remziadoù tud yaouank dic’houest ha dizesk evit lod anezho...

Kengred ha buhez a-stroll : un hunvre ?

Gant film Bastian Guillou "Kirri nij en toull-karr"  e oa bet displeget splann al liamm etre ar brezhoneg hag ar c’hengred, geriaoueg al labour-douar padus ha tud war-ar-maez. Pa vez bevet traoù fromus gant al liseidi, pe ar skolidi e teu buanoc’h ar yezh dezho. Gwenole Larvol, ur skolaer hag a gas meur a raktres film e rann divyezhek publik, pe ganaouennoù evit Kan ar bobl, a ziskouez splann evel Ar vro bagan evit ar c’hoariva ez eo ar from ur c’heflusker evit deskiñ. Holl asambles tro-dro d’ur raktres arzel, er skol pe e rouedad ar skolioù Diwan, e teu buan ar from hag ar c’hoant da zont a-benn asambles en un abadenn vrav.

Kof-ha-kof

Penaos e vez lavaret « je t’aime » e brezhoneg ? Da garout a ran ? Joa ‘m eus ouzhoc’h ? Piket eo ma c’halon ouzhoc’h ? Diaes eo evit ar re a zo oc’h adperc’hennañ ar yezh implijout ar gerioù evit ar re vihan met ivez ar gerioù a vez etre en ur c’houblad...E yezh ar skol ne gaver ket kalz ar gerioù-se. Met ar c’hoariva, ar varzhoniezh, ar c’han, a implij geriaoueg ar from hag ar garantez.

Ar vuhez ‘maez ar c’hentelioù en hunvaoù Diwan, pe e-pad an dibenn-sizhun, er familh pe etre mignoned, a c’hellfe bout bevet e brezhoneg. Implij gerioù gros evel e levr "Brasañ brammer ar bed"  a ra vat d’ar yezh ha d’he c'homzerien !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...