Lod zo plinn, strollad liseidi Diwan Karaez 2017
Lod zo plinn, strollad liseidi Diwan Karaez 2017 © Domaine public
Mekanik krouiñ : da leuniañ c'hoazh, cheñch a ra bemdez...
Mekanik krouiñ : da leuniañ c'hoazh, cheñch a ra bemdez... © Domaine public

328 vues

8vet pennad diwar benn 40 vloaz Diwan, a vo a-hed ar bloavezh-skol

O sellout ouzh anvioù ar vugale gallout a reer merzhout e vez skoliataet e Diwan bugale arzourien Breizh, sonerien, c'hoarierien, tud a labour e bed ar c'hleweled, skrivagnerien...

Merzhout a c'heller ez eus e lod eus ar familhoù brezhoneger yaouankizoù boas da lenn, da skrivañ alies, evel Gwenvred Latimier Kervella, priz ar yaouankiz kentañ e 2004 gant ur vamm sevenerez skinwel e Frañs 3, barzhez, hag un tad o skrivañ ingal e kazetenn lennegel daouviziek Al Liamm. Memestra evit Konogan an Habask, sonour, aozer kanaouennoù, mab Padrig an Habask, rener kazetenn hag embannadurioù Al Lañv. Evit Yann-Fañch Jacq, skrivagner ha rener ti embann Keit Vimp Bev, e vab Ewen en deus skrivet pevar levr heroik faltazi dija (2013-2016). Petra lavarout c'hoazh eus Moran Dipode, skrivagner da 17 vloaz gant Marianna Donnart, mab ha merc'h ur familh a vrezhonegerien ivez o doa skrivet asambles daou romant pa oant el lise : « Brezel an Erevent » ha « Hudour an tour du » (e 2005 ha 2006).

Daoust hag-eñ e teu galloud krouiñ ar vugale eus ar yezh, bev-mat er familhoù-se, pe eus an endro sevenadurel kreñv er familhoù ?

« Ur sevenadur a zo marv pa ne vez ket miret anezhañ e lec'h e ijin » eme Paul Veyne.

Ar c'hrouiñ e yezh minorelaet a zo un doare da dreuzvevañ, da reiñ un dra n'eo ket un dra desket er skol, met un dra gwriziennet er vuhez amañ ha bremañ. Un dra a denn eus ar from, an hunvre, ar c'hoant. Habiba Djanine a sav filmoù gant ar re yaouank e kabileg, un doare da vont etrezek ar feulster hag ar marv.

Pa vez kement a dud oc'h ijin, o skrivañ, o filmañ, o treiñ, o kanañ… peadra a zo da gaout fiziañs en dazont ha da stourm a-enep « cocacolonisation » ar bed, 'giz oa bet lavaret gant Pete Seegers...

Ma ne vefe ket eus Diwan, piv en dije skrivet ul lennegezh evit ar yaouankiz ? Piv en dije savet levrioù, filmoù, abadennoù c'hoariva e brezhoneg ? Piv a vefe o treiñ tresadennoù bev en brezhoneg hag o eilvouezhiañ ar filmoù gwellañ zo er bed evit ar vugale... e brezhoneg ? Dre nerzh ar vrezhonegerien o-unan, gant diaesterioù, gant tabutoù, aze oa bet "produet" ur sevenadur nevez gant ur brezhoneg a-vremañ, liesliv, 'giz titl ar Redadeg e 2018.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...