Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
DONEDIGEZH AR GEDOURION E KREIZ BREIZH
Ur vouezh ho peus hag e faota deoc'h diorren teknikoù kan, kanañ a liesmouezh met ivez a unvouezh ? Ho kortoz a ra GEDOURION KREIZ BREIZH. Karout a rit Breizh hag e
Eflamm Caouissin Par Ar Gedour Mag le 4/07/13 11:00

Ur vouezh ho peus hag e faota deoc'h diorren teknikoù kan, kanañ a liesmouezh met ivez a unvouezh ?

Ho kortoz a ra GEDOURION KREIZ BREIZH.

Karout a rit Breizh hag e gantikoù breizhad ?

Ho kortoz a ra AR GEDOURION.

Karout a rit Doue ha kanañ ivez, met ne gomzit ket brezhoneg ?

Kudenn ebet, ho kortoz a ra AR GEDOURION. Oc'hpenn-se, kanennoù e galleg hag e latin a vez kavet er sac'h kanennoù ivez.

Daoust ma n'oc'h ket katolik eh oc'h tost neoazh d'ar c'hantikoù ha d'ar garantez evit Breizh, hep bout serret àr ar relijion ?

Ho kortoz a ra AR GEDOURION.

C'hwi ivez neuze, na c'hortozit ket muioc'h, emezelit d'ar strollad GEDOUR AR MINTIN... Ar strollad kan-mañ a zo anezhañ abaoe trizek vloaz. Ur strollad sonerezh a vez é vout krouet ivez. Pleustriñ a rei evit ar wec'h kentañ d'ar 5 a viz Gouere en Iliz ar Faoued, da 9e d'an noz.

Muioc'h a keloù war www.ar-gedour.fr pe gedourionarmintin [at] gmail.com

Voir aussi :
Ar Blog AR GEDOUR a zo ur lec\'hienn kristenn ha brogarour.
Gwelout pennadoù all Ar Gedour Mag
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons