gwened tolpad
gwened tolpad

É paouez teskiñ emaomp eo bet galvet ur stourmer a strollad Ai'ta! Bro Gwened da vonte da archerdi Teiz. Douget eo bet klemm get Tolpad Gwened da heul an divountadeg

É paouez teskiñ emaomp eo bet galvet ur stourmer a strollad Ai'ta! Bro Gwened da vonte da archerdi Teiz. Douget eo bet klemm get Tolpad Gwened da heul an divountadeg en un doare arouezel ag al lizherennoù plastik « Base Nautique de la Pointe du Bill Vannes Agglo » a oa bet staget doc'h talbenn kreizenn bageal Sine goude ma oa bet adnevesaet. Rentet e oa bet doc'htu al lizherennoù-se dre golisimo get ul lizher displegiñ.

Savet e oa bet an oberenn-se e keñver 47° MERDEIN, framm nevez Tolpad Gwened hag a vod kreizennoù bageal an tolpad kêrioù, evit diskleriiñ ur wezh oc'hhpenn ne vez ket doujet ouzh ar garta « Ya d'ar Brezhoneg » bet sinet e 2010 get Tolpad Gwened. Raktreset e oa bet dre ar garta « dibab ur panellerezh divyezhek bep tro ma vez staliet panelloù nevez » koulskoude.
Àr ar memes-tro hon doa kaset e miz Eost 2014 ul lizher digor da bep kuzulier kumuniezh evit roiñ-soñj dezhe ag an doare zister ma 'z eo aet àr-raok ar Brezhoneg e Tolpad Gwened.

Seul souezhetoc'h omp e oa bet douget klemm dre m'hon doa kejet d'an 18 a viz Meurzh paset get Ao. Gabriel SAUVET, ar c'huzulier kumuniezh e-karg ag ar sevenadur Breizh, ha get Ao. David KERLEDANT, e-karg ag an diorren sevenadurel ha sportel e tolpad Gwened (goude ma oa bet goulennet un emgav e miz Gouel Mikael) ha n'eo ket bet meneget e-pad an emgav-se ar c'hlemm a zizoloomp hiziv.

Goulenn a reomp en doser a zo bet reit e vo implijet ur panellerezh divyezhek, dreist-holl er greizenn 47° MERDEIN, evit doujiñ doc'h an engouestloù kemeret get Tolpad Gwened e 2010. Goulenn a reomp ivez e vo kinnigfe er c'hreizennoù bageal oberezhioù e Brezhoneg evit ar skolidi ha stajoù bageal e Brezhoneg evit merdeiñ er Mor Bihan. Moian 'vehe diorren ar raktres-se asambles get Park Naturel Rannvroel ar Mor Bihan dre 'm en deus raktreset an aozadur en he garta e lakeh àr well ar Brezhoneg.

Diskuliiñ a reomp neuze pilpouzerezh Tolpad Gwened e-keñver ar Brezhoneg ha gortoz a reomp e tehe da wir an engouestloù kemeret.

Toud an doareoù, lizhiri kaset gant Ai'ta! hag an doser roet da Dolpad Gwened a zo en-linenn àr hor lec'hien
http://ai-ta.eu/?p=4463