Daniel Carre ha Glenn Gouthe : Contes en voyage

Réalisation : Fea – 111 vues

Aozet asambles gant Ti Douar Alre ha ti-kêr Pliwel, setu ar prantad marvailhoù kentañ c'hoariet e chapel nevez renevezet Sant Meen

Aozet asambles gant Ti Douar Alre ha ti-kêr Pliwel, setu ar prantad marvailhoù kentañ c'hoariet e chapel nevez renevezet Sant Meen

Brudet eo Daniel Carre evit e labour don war oberenn Loeiz Herrieu hag e mil lizher (pe kazi) a-ziwar an eskemm a oa bet etre Loeiz Herrieu hag he gwreg e-pad ar brezel bed kentañ, ar "brezl vras".

Met ne faot ket deoc'h disoñjal emañ ivez ur c'honter a oar ur bern marvailhoù, klevet e bro Ploue, e lec'h oa o chom bitig, kontet gant e dad hag e dad-kozh. Levezonet ivez gant arz kontañ Jude Le Paboul, gallout a rafemp lavarout eo unan eus ar re ziwezhañ a oar kontadennoù bet kontet "a veg da veg" dezhañ. Istorioù merc'h ar roue, jeanted, loened marvailhus, istorioù fentus... Leun eo sac'h ar c'honter, ha plijet bras an hanterkant a dud deuet d'e selaou.

Ur gontadenn hir oa bet kontet e Pliwel : penaos e oa bet kad ur paotrig da vont betek rouantelezh an heol goude bout kejet ouzh ur voualc'h aour, ur c'had gwenn hag ur verienenn. Ha dont a raio a-benn da vont betek an heol evit goulenn e teufe en dro da Vreizh ?

Bez vo teir abadenn all gant Ti Douar Alre gant konterien (met ur bern traoù all a zo c'hoazh) :

https://www.tidouaralre.com/contes-en-voyage-en-tu-all-d-ar-bed-de-l-autre-cote-du-monde-saint-philibert-aout-2021/e3375.html

https://www.tidouaralre.com/contes-en-voyage-sur-les-chemins-du-monde-plumergat-aout-2021/e3385.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...