Brav e oa gwelout brezhonegerien a-vihanig gant bugale vihan...

Brav e oa gwelout brezhonegerien a-vihanig gant bugale vihan

N'eo ket ur farsadenn. Ezteorikel, evel abadennoù kozh Mouchig Dall a vez skrignet e Frañs Tri bremañ (n'o ket echu, met ne vez ket produet filmoù nevez, adskignet e vez ar re gozh), ez eus atav un abadenn "Treizherien soñjoù"...

Met gwenneg ebet evit paeañ ar frejoù, ar c'harr-boutin evit mont da di ar re gozh, evit gallout pediñ ur c'homedian brezhoneger er c'hlas, sevel ur film e brezhoneg gant sikour ur brezhoneger(ez), evit mont da welout tud arbennik brezhonegerien war an dachenn, evit kaout plijadur e brezhoneg oc'h embann levrigoù, pladennoù, abadennigoù kan, sonerezh, klask dielloù kozh ... ha me oar.

Goude ar yalc'hadoù tennet e miz Even 2012 d'ar c'hevredigezhioù, setu un darvoud ouzhpenn a lakao ar re a stourm evit komz brezhoneg bemdez "war bep dachenn", da gaout diaesterioù... c'hoazh.

Hag e vo embannet evit ar wech kentañ disoc'h ur raktres brav kaset gant tri skolaj hag ul lise, anvet "treizherien ijin" hag a lavar trugarez d'ar C'huzul meur Penn ar bed evit e labour efedus evit ar yezh war ar bajenn gentañ. Drougfent ?

evit gouzout hiroc'h : http://queteurs.cg29.fr/Queteurs-de-memoire-Klaskerien-ha-Treizherien-sonjou/Participer-Kemer-perzh

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...