Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
désolé cette photo n'existe plus
- Communiqué de presse -
Eil dalc'h stummañ an Ofis er CNFPT
Ur pemzek gwazour tiriadel bennak o doa kemeret perzh d'ar Yaou 26 ha d'ar Gwener 27 a viz Here 2007 er staj kinniget gant KBMFT Gwened ( Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel ) : « Merañ an divyezhegezh da live un tiriad » a oa an danvez anezhañ. Ur
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne le 31/10/07 17:44

Ur pemzek gwazour tiriadel bennak o doa kemeret perzh d'ar Yaou 26 ha d'ar Gwener 27 a viz Here 2007 er staj kinniget gant KBMFT Gwened ( Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel ) : « Merañ an divyezhegezh da live un tiriad » a oa an danvez anezhañ.

Ur framm da stummañ implijidi an strollegezhioù lec'hel eo ar c'hKBMFT hag e geveler reoliek eo deuet an Ofis da vezañ hiziviken.

Daouhanteret eo bet ar staj-mañ. Gouestlet e oa bet an devezh kentañ da zielfennadur stad an traoù evit a sell ouzh an divyezhegezh en Europa dre gemer skouerioù resis (Kalz mennozhioù talvoudus zo da gemer e Kembre da skouer). Kinniget ez eus bet war-lerc'h pleustriñ war al labour da skoueriekaat an anvioù-lec'h, prederiañ war palioù al labour-mañ ha penaos e dalvoudekaat. Evit echuiñ eo bet displeget d'ar stajidi ar pezh a c'helle ober ar strollegezhioù lec'hel hervez o ment ha penaos diorren an divyezhegezh.

E-pad an eil devezh ez eus bet klasket gant tud e karg an Ofis reiñ respontoù fetis da implijidi ar strollegezhioù. Dre m'emañ an dud-se o labourat er c'humunioù hag en departamantoù o deus ezhomm modoù implij resis ha doareoù d'ober gwiriekaet a-benn aozañ ha kas da benn vat an divyezhegezh war o zachenn. Abalamour d'ar c'houlzad « Ya d'ar brezhoneg er c'humunioù » (64 c'humun o deus sinet en deiz a hiziv) ez eus bet savet meur a ober pleustrek aes da gas da benn gant an holl (panellerezh, plakennoù straed, talvoudekaat ar glad dre banelloù divyezhek…) hag e c'heller bremañ diskouez skouerioù fetis hag a ro respontoù sklaer d'ar gargidi lec'hel.

Ar stajidi deuet eus ar 5 departamant a Vreizh, mui unan anezho a oa deuet eus Kuzul-departamant ar Pireneoù-Atlantel zoken, o deus lavaret sklaer e oant bet plijet-bras gant ar staj-mañ dre ma oa danvezioù pragmatek ha kinniget en un doare micherel-kenañ.

Cet article a fait l'objet de 1888 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons