Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
eilvet taol-lañs festival KER-ZION
Evit an eil gwech e kinnigo ar festival KER-ZION e daol-lañs e kerzh Gouel ar Sonerezh. Ar bloaz-mañ e vo dalc'het ar gouel d'an 19 a viz Mezheven war plasenn Sant
Bruno LE GRAS pour ABP le 17/06/15 18:59

Evit an eil gwech e kinnigo ar festival KER-ZION e daol-lañs e kerzh Gouel ar Sonerezh.

Ar bloaz-mañ e vo dalc'het ar gouel d'an 19 a viz Mezheven war plasenn Sant Sezni. Goude bezañ dizoloet strolladoù ar gumun a ginnigo o oberiantizoù hag o skiant prenet e vo tro ar festival d' ho lakaat da gemer perzh e dibab pempvet strollad ar festival.

Hemañ a vo dioutañ d'an 22 a viz eost e porzh ar C'hurnig.

Tomm e vo an amzer ha neuze e vo digoret tavarnoù ar blasenn evidoc'h da gaout ur banne ha kevredigezh ar festival a werzho d'an dud barkedigadoù fritez graet en ti ha silzig artizanell Plouider.

Deuit da gemer o lod plijadur a-raok kregiñ gant an dibenn-sizhun.

Voir aussi :
doaretaer ABP evit Pariz ha Brest
Gwelout pennadoù all gant Bruno LE GRAS
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons