Brav eo an amzer er Pouldu, touristed o straniñ war an draezhenn. A-dreñv an ti-gwer, bali al Laita, en ti bras anvet "Prad bras" emañ ur skipailh 8 skrivagner o labourat hardizh. Yann Gerven hag Herve Lossec, kaset ganto o skridoù, a sikour ar re all

Brav eo an amzer er Pouldu, touristed o straniñ war an draezhenn. A-dreñv an ti-gwer, bali al Laita, en ti bras anvet "Prad bras" emañ ur skipailh 8 skrivagner o labourat hardizh.

Yann Gerven hag Herve Lossec, kaset ganto o skridoù, a sikour ar re all da beurlipat a-fed yezh ha danvez labour kaset gant ar re all dre Internet. Ne faot ket dezho disoñjal e vo roet ar skridoù d'ar gevredigez fea a-raok d'ar c'hentañ a viz Mae 2010.

Setu perak, e-pad daou zevezh o deus int lennet, skrivet, tabutet, desket kalz ivez. Fent Youenn Brenn, kanaouennoù, barzhonegoù dibunet, istorioù farsus bro Leon ha bro Dreger ...

Mai Ewen, Denise, Jakez-Erwan Mouton, Yann-Fañch Jacq, an 8 skrivagner-se o deus skrivet levrioù a zo bet lennet gant 1.500 skoliad, skolajiad ha lisead ar bloaz-mañ. En holl, 25 skrivagner o deus skrivet an 52 levr a zo bet embannet abaoe 2005.

Benn nebeut e voto ar re yaouank evit al levrioù o deus kavet ar re wellañ. `

Evit gouzout hiroc'h : 06 79 14 96 87

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...