Kinnig labour en Oriant

Kefredi Dindan pennadurezh atebeg ar gevredigezh emañ karget ar buhezour a ziorrennadur yezh ha sevenadur Breizh e metoù skol ha troskol hag trema an holl e Bro an Oriant.

Oberezhioù pennañ Kinnig hag aoziñ oberoù pedagogel evit ar skolioù (diyezhek pe pas), kêrioù ha kevredigezhioù evit kizidikaat doc’h yezh ha doc’h sevenadur Breizh : c’hoarioù, tañvat ar yezh, dañs, muzik, binvioù, kan, c’hoariva, sinema, etc; Kinnig hag aoziñ oberoù evit an oadourion; Kemer perzh e aozadur an darvoudoù lusket get ar gevredigezh e-pad ar vloaz : standoù, c’hoariva, sonadegoù, abadennoù, etc; Hizivaat diazoù roadennoù ha darempredoù (kevelerion, kelennerion, skolioù); Rentiñ kont ag an oberioù kaset (darempred, priziadur ar gevelerion, koust).

Barregezhioù pennañ Brezhoneg dre gomz ha dre skrid : displeg fraezh ha flour; Buhezadur ar strolladoù.

Endro micherel Bro an Oriant / 35e ( pe da welet asambl), KThf heuliet get KDhf. Implij amzer azasadus reve redioù dibarek an implij (euriadoù nozvezh pe dibenn-sizhun).

Diplom ha skiant-prenet goulennet Bac +2 / DABU ; Gouiziegezh metoù ar skol ha troskol ; Skiant-prenet èl buhezour / Dañsoù Breizh / Gouiet kanal; Stummadurioù posubl.

Evit gouzout muioc'h pe kas ho respond: Emglev Bro an Oriant 12 straed Colbert 56100 An Oriant 02 97 21 37 05 le.merdy@yahoo.fr