128 vues

Bodet e kreizenn Keraodren disul e oa prezidanted ar skolioù, tud kuzul merañ Diwan, tud a youl-vat, skolaerien, kelennerien asambles evit aozañ buhez kevredigezhel ar skolioù dre soubidigezh e brezhoneg

Bodet e kreizenn Keraodren disul e oa prezidanted ar skolioù, tud kuzul merañ Diwan, skolaerien, kelennerien asambles evit aozañ buhez kevredigezhel ar skolioù dre soubidigezh e brezhoneg.

Tomm eo er sal. Troet war eeun gant Kristian ar Bras, komzoù Stephanie Stoll, prezidantez ar rouedad a zispleg mont en dro an devezh, gant ur burev dilennet evit an emvod meur dreistordinal. Prientet mat abaoe mizvezhioù gant ar c'huzul merañ, setu neuze ur bern mennadoù a zo bet votet, poentoù adwelet evit klotaat gwelloc'h gant buhez pemdez ar gevredigezh.

Raktres an eil lise er Morbihan a zo aet war raok evit ma vo digoret a-benn miz Gwengolo 2019. Kuzul skoazell Diwan Plougastell Daoulas a werzhe sivi bio ar vro, labour ar vugale a oa diskouezet (tresadennoù ha delwennoù bihan war dem ar gourenerien).

Un emvod meur sioul, a ziskouez nerzh trankil ur gevredigezh. Re drankil marteze ? Dre forzh votiñ mennadoù setu ur berzhiadez dirollet o skrivañ war un tamm paper "gwechall e oa an émotion, ha bremañ zo un tas d'motions..."

Met n'eus ket amzer da goll ha ret eo d'ar skolioù Diwan prientiñ ar redadeg a vo 'benn digwener, ha 40 vloaz Diwan a vo... 'benn ur bloaz !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...