Tri-ugent a dud bodet e lise Diwan Karaez e-pad daou zevezh. Labourus ha digoret e oa bet hentoù nevez evit dazont ar gevredigezh.

Tri-ugent a dud bodet e lise Diwan Karaez e-pad daou zevezh. Labourus e oa bet gant prezegennourien, studiadenn ATEMIS, ha prezegenn Lena Louarn

Penaos lakaat muioc'h ar gerent hag an implijidi b'ar jeu ? N'eo ket peogwir e kresk ar skolioù e kresk niver an dud a gemer perzh e buhez Diwan. Nebeutoc'h a arc'hant a zo bet dastumet ar bloaz-mañ er skolioù, daoust d'ar c'hresk. Lakaet e oa bet an dud da brederiañ a-ziwar al likelezh gant ur c'helenner brudet deuet eus Paris, Philippe Lazar. Peadra da welout n'eo ket tamm ebet al likelezh ar pezh a vez termenet bemdez er radio pe er c'hazetennoù.

Gwelloc'h eo diazezañ ar preder war an testennoù, al lezennoù resis.

Evit mont en dro pemdeziek Diwan e vo ret mont war raok, termeniñ doareoù disheñvel, gant ar c'hoant da labourat a-stroll, ha pas kenurzhiañ hepken. Forzh pelec'h en deskadurezh e vez tud o c'houzañv, skolaerien o kregiñ gant ar vicher, tud beuzet gant al labour, bugale diaes, darempredoù diaes. Da Ziwan da ijin doareoù nevez da vont war raok, evel e oa bet gouest d'ober ar gevredigezh e-pad 38 vloavezh.

Niverus e vo ar chanterioù o tont : ul lec'hienn Internet adnevezaet, ar chanter digoret gant tud ATEMIS o doa aterset implijidi ar skolioù hag an eil derez, ha 40 vloaz Diwan o tostaat...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...