Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Emvod-meur Emgann 2006
Bodet en emvod-meur o deus divizet izili EMGANN da lakaat war-sav an tuioù da sevel un talbenn evit e vefe tu d'ar re gant ar re a gred eveldomp er gwir he deus Pobl Vreizh da vezañ mestrez war he flanedenn da gemer perzh e dilennadegoù 2007 ha 2008.
Yannig Laporte pour Emgann-MGI le 15/05/06 15:58

Emgann-Emsav an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h BP 70215 22202 Gwengamp cedex emgannetre [at] no-log.org

Kemennadenn

Bodet en emvod-meur o deus divizet izili EMGANN da lakaat war-sav an tuioù da sevel un talbenn evit e vefe tu d'ar re gant ar re a gred eveldomp er gwir he deus Pobl Vreizh da vezañ mestrez war he flanedenn da gemer perzh e dilennadegoù 2007 ha 2008. War ar stern emañ al labour-mañ gant hor c'hamaraded eus Euskadi, Korsika, Okitania, Gwiana, Polinezia, Martinik. Evit e vefe Pobl Vreizh mestrez war he flanedenn en Europa ar pobloù hag al labourerien kengred, gervel a reomp an holl a fell dezho en ober d'en em gavout ganeomp er sizhunioù o tont en un argerzh unvan, kalonek ha nevezus. Ur wezh ouzhpenn e tisklêriomp hor c'hengred gant ar Vretoned tamallet, bac'het en abeg d'o emouestl er stourm evit Breizh dizalc'h Gervel a reomp ar Vretoned da vont niverus da vanifestadeg Kuzul Sevenadurel Breizh d'an 3 a viz Mezheven e Roazhon evit ar brezhoneg, unvaniezh ar vro, ha gounit frankiz ar vro.

E anv Emgann, mouezh-aotreet vroadel : Gael Roblin d'ar 15 a viz Mae 2006

E burev nevez EMGANN e kaver :

Yannig Laporte : Mouezh-aotreet e Kerne hag e Leon Jan-Mai Salomon : Mouezh-aotreet e Treger-Goelo Laurent Pirou : Mouezh-aotreet e bro Roazhon Primael Petit : Mouezh-aotreet e bro an Naoned Gael Roblin : Mouezh-aotreet vroadel Puillandre Yann : Rener embann Combat Breton-Kazetenn Emgann.

Cet article a fait l'objet de 1052 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons