EN UR LENN TANGI MALMANCHE
EN UR LENN TANGI MALMANCHE © ABP

Nevez embannet gant ABER : En ur Lenn Tangi Malmanche, gant Morgan ar Menn Kentañ dastumad arnodskridoù, e brezhoneg, a-zivout oberenn Malmanche. Hag anaout a rit Tangi Malmanche ? Sed a

Nevez embannet gant ABER :
En ur Lenn Tangi Malmanche, gant Morgan ar Menn

Kentañ dastumad arnodskridoù, e brezhoneg, a-zivout oberenn Malmanche.

Hag anaout a rit Tangi Malmanche ?
Sed a c'hallfe bezañ istitl an dastumad-mañ, ma kinnig Morgan ar Menn dodennoù diazez oberennoù ar skrivagner : mousfent, relijion, flemmgan, barzhoniezh, preder gant ar marv
Met skod an arnodskridoù-mañ zo da gentañ penn kouviañ al lenner da zizoleiñ arvezioù dic'hortoz personelezh orinel ar skrivagner, hag e roll devoudus en eskoradur ul lennegezh vrezhon a live uhel.

Labour Morgan ar Menn a-zivout Marvailh an Ene Naonek e 2004 zo bet un elfenn a bouez en deur a weler bremañ o kreskiñ en-dro da oberenn ar skrivagner.
Levraouegerez e Skolaj Diwan Gwened, he deus Morgan krouet eno ur Gerlenn skrivañ : testennoù savet gant "Korriganed Gwened" zo bet embannet en dastumad Dre odeoù ar faltazi (Priz ar Grouerion Yaouank 2013).
Perzh oberiant a gemer ivez en obererezh ABER.
Priz 13 ¤ ISBN 978-2-916845-31-9